Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Bro ar geodedouriezh | Frañs |
Anv ganedigezh | Georget Léon Bernier |
Anv-bihan | Georges |
Anv-familh | Bernier |
Deiziad ganedigezh | 21 Gwe 1929 |
Lec'h ganedigezh | La Neuville-aux-Bois |
Deiziad ar marv | 10 Gen 2005 |
Lec'h ar marv | 15vet arondisamant Pariz, Pariz |
Doare mervel | abeg naturel |
Abeg ar marv | kleñved |
Lec'h douaridigezh | bered Montparnasse |
Pried | Odile Vaudelle |
Bugel | Michèle Bernier |
Yezh vamm | galleg |
Yezhoù komzet pe skrivet | galleg |
Tachenn labour | kazetennerezh, satirical magazine, flemmskrid, French prose literature |
Implijer | Charlie Hebdo, Hara-Kiri, Grodada, Q3579667, Charlie Mensuel |
Deroù ar prantad labour | 1960 |
Dibenn ar prantad labour | 2004 |
Benveg sonerezh | mouezh |
Georget Léon Bernier, lesanvet professeur Choron, ganet e La Neuville-aux-Bois (Marne, Bro-C'hall) e 1929, ha marvet e Pariz e 2005, a oa ur skrivagner, kazetenner, fentigellour, embanner, pennrener ar gelaouen Hara-Kiri ha zoken kaner gall. Kemeret en deus perzh e krouidigezh Hara-Kiri ha Charlie Hebdo. Dont a ra e anv leurenn pe lesanv eus ar straed Choron, ma oa lec’hiet kentañ burevioù Hara-Kiri.
Koll a reas e dad da unnek vloaz. Dont a rae Choron eus un tiegezh poblek, gward-kloued oa e vamm en Aubréville (Meuse). Da unnek vloaz en doa tapet ar sertifikad, da lâret eo tri bloaz yaouankoc’h evit ar geidenn. N’en doa ket graet kalzig a studioù, hag e stagas gant micherioù bihan, a-raok emellout en 28vet batailhon trevadennel ar c’hommando harzlammerien, renet gant ar c’homandant Bigeard ha mont da Indezsina. Distroet da Vro-C'hall, tapet gantañ an dorzhellegezh, e kendalc’has da labourat gant an arme (bagadoù aerborzhioù), kent distreiñ d’ar vuhez disoudard.
E 1960 en doa savet Hara-Kiri gant François Cavanna ha Fred, ma chomo stag e anv ouzh re an dresourien Topor, Reiser, Gébé, Wolinski ha Cabu. Dilojet e voe ar burevioù eus ar straed Choron d’ar straed Montholon evit en em staliañ en ti-embann le Square. Asantiñ a reas Professeur Choron bezañ « rener », merour, hogen ar garg skrivagner a sevenas kemend-all. Bruderezhioù faos a grouas ivez, pe foto-didroc’hañ, skrivañ a reas pennadoù, hag e veze gwelet er romantoù-foto. C’hoari a rae e dudenn er rannoù « Jeux de cons » pe « Fiches-bricolages ». Tremen a rae war abadennoù Jean-Christophe Averty, e-barzh Les Raisins verts.
Krouet e voe Hara-Kiri hebdo gant skipailh Hara-Kiri, a zeuas da vezañ a-barzh nemeur L’Hebdo Hara-Kiri. Goude ma voe skignet an titl brudet e 1970 « Bal tragique à Colombey : un mort », a rae dave da varv ar jeneral de Gaulle, hag a rae dave ivez d’un toull-noz, lec’hiet er 5-7 e Saint-Laurent-du-Pont ma oa bet lazhet 146 a dud (hag a oa bet meneget gant L’Hebdo Hara-Kiri dindan an titl « Le bal continue pendant les travaux »), e voe difennet an titl-se. Mennout a rae Choron hag e skipailh tremen en tu-hont d’ar berz-se ha sevel ur gazetenn all, adc’henel a reas neuze L’Hebdo Hara-Kiri dindan un anv all : Charlie Hebdo.