En deiz a hiziv, hervez gwir an Iliz, ar broviñs a Iliz(provincia ecclesiastica e latin) zo ur strollad eskoptioù kenurzhiet gant an arc'heskob, skoazellet gant ur sened (concilium provinciale)[1].
E 1859 e voe savet proviñs Roazhon gant eskoptioù Gwened, Kemper, Sant-Brieg ha Roazhon. E 2003 e voe kresket ar broviñs gant eskoptioù Naoned, Añje, Ar Mañs, Laval ha Luçon ouzhpenn re Breizh.