E Portugal n'eus ket proviñsoù ken met chom a ra ar merk anezho e spered an dud, muioc'h c'hoazh eget e Breizh.
Adalek ar XVvet kantved e oa c'hwec'h rannvro : Algarve, Beira, Entre-Douro-e-Minho, Entre-Tejo-e-Odiana (deuet da vout Alentejo), Estremadura ha Trás-os-Montes.
Komarkoù e oant da gentañ war-bouez Algarve, a veze graet Reino ("rouantelezh") anezhañ. Pep hini anezho a oa renet gant un den anvet corregedor ("reizher"), karget d'e verañ ha d'ober war-dro ar justis ennañ.
Adalek ar XVIvet kantved e voe kroget da gomz eus "proviñsoù".