Ar punto cubano pe punto guajiro – pe punto hepmui – zo un doare sonerezh kanet e Kuba ha Kanariez, pe barzhoniezh kanet.
A orin e vefe eus Andalouzia, ha Kanariez, bleuniañ a reas e Kuba er XVIIvet ha XVIIIvet kantved.
Kar eo d'ar payada a gaver en Arc'hantina ha Chile, ha d'ar repentismo e Brazil. Anavezet eo e Puerto Rico ma vez aozet kenstrivadegoù anvet controversias.
Kar eo ivez d'an abadennoù gant bertsolaried en Euskal Herria.