Pèire Cardenal

Pèire Cardenal

Pèire Cardenal (Lo Puèi de Velai 1180-Montpelhièr 1278) a oa un troubadour okitanek eus rannvro Velai.

Sevel a reas un nebeud kanaouennoù karantez (“cançons”), met anavezetoc’h eo e varzhonegoù flemmus anvet “Sirventeses" (flemmganoù). Enno e kave abeg e doare-bevañ ar c’hloer hag e distruj ar sevenadur okitanek.

Kaset e voe gant e dud, ur marc’heg hag un itron doujet, d’ober studioù da vont da veleg. Evel-se e teskas lenn, skrivañ ha kanañ. Da 23 bloaz e kuitaas ar c’hloerdi ha mont a reas da varzh da lez konted Toloza, Ramon VI ha Ramon VII.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]