Que la fête commence

Que la fête commence
Sinema
TitlQue la fête commence Kemmañ
Tachennfilm istorel Kemmañ
Bro orinFrañs Kemmañ
Yezh orin ar film pe an abadenn skinwelgalleg Kemmañ
Deiziad embann1975 Kemmañ
SevenerBertrand Tavernier Kemmañ
SenarioourBertrand Tavernier, Jean Aurenche, Pierre Bost Kemmañ
Rener ar skeudennaouiñPierre-William Glenn Kemmañ
Production designerPierre Guffroy Kemmañ
SonaozerPhilippe d'Orléans Kemmañ
AmlederCinema International Corporation, Netflix Kemmañ
Lec'h an istorFrañs Kemmañ
Lec'h filmañMenez-Mikael-an-Are, Sibirill Kemmañ
Livliv Kemmañ
Prizioù resevetCésar Award for Best Supporting Actor, César Award for Best Writing, César Award for Best Production Design, César Award for Best Director Kemmañ
Bet kinniget evitCésar Award for Best Supporting Actress, César Award for Best Music Written for a Film, César Award for Best Film Kemmañ
Diaz embannvideo diwar c’houlenn Kemmañ
Renkadur ar CNCholl bublik Kemmañ


Que la fête commence (Ra grogo ar gouel e brezhoneg) zo ur film istorel gall, sevenet gant Bertrand Tavernier (diwar ur senario savet gantañ ha Jean Aurenche), hag a oa deuet er-maez d'an 23 a viz Meurzh 1975.

Troet e oa bet ar film etre ar 16 a viz Gwengolo hag an 9 a viz Du 1974, ul lodenn vras anezhañ bet enrollet e Breizh, er Mor-bihan, war Menez-Mikael-an-Are hag e Kastell Tonkedeg (Aodoù-an-Arvor) peurgetket.

Kant pevarzek munutenn e pad ar film, a c'hoarvez en XVIIIvet kantved, da vare ar Rejañs, pa voe savet an irienn brudet-mat gant Chrysogone-Clément de Guer, anavezet ivez evel markiz Pontkalleg. Ul lodenn eus sonerezh ar film a oa bet dibabet e-touez an oberennoù bet aozet gant ar rejant Fulup II Orleañs e-unan. En dibenn e klever Gilles Servat o kanañ ar gwerz Marv Pontkalleg.

E kentañ palefarzh an XVIIIvet kantved emeur hag emañ ar roue Loeiz XIV (1638 - 1715) o paouez mont da Anaon. Fiziet eo rejañs ar rouantelezh en e niz, an dug Fulup II Orleañs (1674 - 1723), da c'hortoz ma vo tizhet e oad-gour gant Loeiz XV (1710 - 1774). Padal, an dug zo ur pitaouer e-touez ar re washañ ha diskouez a ra bezañ levezonet-bras gant alioù fall an aotrou beleg Guillaume Dubois (1656 - 1723). E-keit-se, e Breizh, e klask markiz Pontkalleg ober d'an noblañs kemer an armoù evit ma vo diskaret rejant ar Rouantelezh.

Roll ar gomedianed pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Kemer a reas perzh Marielle, Noiret ha Rochefort en ur film a-gevret adarre, Les Grands Ducs gant Patrice Leconte, daou vloaz warn-ugent diwezhatoc'h, e 1996.

Deroet e oa bet Priz Méliès d'ar film e 1975.

Un nebeud goproù a voe tapet gant Que la fête commence da-geñver lid ar Césars e 1976 :

  • gwellañ aktour o c'hoari un eilroll, bet deroet da Jean Rochefort,
  • gwellañ senario, bet deroet da vBertrand Tavernier ha Jean Aurenche,
  • gwellañ filmaozour, bet deroet da vBertrand Tavernier,
  • gwellañ kinkladur, bet deroet da bPierre Guffroy.