Ar c'h-Kiditch[1] a zo ur c'hoari sportel a faltazi deuet eus an heuliad romantoù skrivet gant J. K. Rowling diwar-benn istor Harry Potter.
Er c'hoari-se e vez enebet daou skipailh, seizh c'hoarier e pep hini, gant ur garg hag ur pal dishenval da bep hini.
C'hoariet e vez ar sport-se war skubellennoù-nij ha gant un astell koad. Kregiñ a ra ar c'hoari en ur teurel etre an daou skipailh ur volotenn anvet Lenk en aer. Ret eo tapout pe skeiñ al "Lenk", ur volotenn ruz, e barzh unan eus an teir gwalenn, pe lagadenn, hag a zo e skourr en aer, e kamp pep skipailh, en daou benn d'an dachenn-c'hoari.
Evit diaesaat ar c'hoari div volotenn all anvet Sklofoù a zo diskroget en aer, an div se a zo strobinellet evit reiñ bec'h d'ar c'hoarierien da dizhout ar palioù. Ur mod all evit gounid a zo tapout ur volotenn bihan anvet fich aour, a lak ar c'hoari da echuiñ met diaes spontus eo tapout anezhañ.