Scaramouche, Captain Blood, The Sea Hawk, The Black Swan
Diellaouet gant
Harry Ransom Center
Statud e wirioù aozer
Ar gwirioù aozer ne dalvezont ket ken
Rafael Sabatini (1875-1950) zo ur skrivagner italian-saoz a levrioù avanturioù. Ganet e oa e Jesi en Italia. E dad a oa italian, e vamm a oa saoz, hag o-daou e oant c'hoariganerien. Gant e dad kozh e vevas e Bro-Saoz, ha studiañ a reas en Portugal ha Suis. C'hwec'h yezh a gomze, met e saozneg e skrivas dre ma krede e oa e saozneg e veze skrivet ar gwellañ romantoù. Brudet eo lod eus e romantoù, darn zo deuet da vezañ filmoù :
Tales of the Brethren of the Main (danevelloù embannet da gentañ er Premier Magazine etre 1920 ha 1921); an darn vrasañ zo bet staget gant an oberour da vont d'ober ar romant Captain Blood, ar re all zo bet lakaet el levr Captain Blood Returns.
Captain Blood Returns, pe The Chronicles of Captain Blood, 1931); Captain Blood Returns ha The Fortunes of Captain Blood n'int ket heuliadoù d'ar romant met danevelloù hag a c'hoarvez er memes pennad-amzer gant darvoudoù ar romant. Unan anezho, "The Treasure Ship", zo bet adembannet en ul levr distag e 2004.
Love-At-Arms: Being a narrative excerpted from the chronicles of Urbino during the dominion of the High and Mighty Messer Guidobaldo da Montefeltro (1907)
The Shame of Motley (1908)
St. Martin's Summer (also known as The Queen's Messenger, 1909)
Mistress Wilding (also known as Anthony Wilding, 1910)
Torquemada and the Spanish Inquisition: A History (1913)
The Historical Nights' Entertainment (1917)
The Historical Nights' Entertainment – Series 2 (1919)
The Historical Nights' Entertainment – Series 3 (1938)
Heroic Lives (1934)
Fazi arroud : <code><ref></code> balizennoù zo evit ur strollad anvet "lower-alpha", met n'eus bet kavet balizenn <code><references group="lower-alpha"/></code> ebet a glotfe