Raganv renadenn

Er yezhoniezh e vez implijet an termen raganv renadenn (saozneg: objective pronouns) evit komz eus ur rumm raganvioù ispisial implijet evit ober dave da renadenn ar frazenn, disheñvel diouzh ar rumm raganvioù rener implijet evit ober dave da rener ar frazenn.

Er yezhoù germanek, hag ivez e galleg, e vez implijet ur rumm raganvioù isispial evit ober dave da renadenn ar frazenn o klotaat gant an troad akuzativel evit ar renadenn eeun hag ar renadenn dieeun:

Raganvioù rener (nominativel)
I give the baby to John
("Reiñ a ran[-me] ar babig da John")
Raganvioù renadenn eeun (akuzativel)
I give him to John
("E reiñ a ran da John")
Raganvioù renadenn dieeun (akuzativel)
I give the baby to him
("Reiñ a ran ar babig dezhañ")

E yezhoù all e reer un diforc'h etre ar raganvioù implijet evit ar renadenn eeun hag ar renadenn eeun evel en alamaneg a ra gant ur patrom nominativel (rener) - akuzativel (renadenn eeun) - dativel (renadenn dieeun) pe ar gresianeg a ra gant ar patrom nominativel (rener) - akuzativel (renadenn eeun) - genitivel (renadenn dieeun), da skouer:

Raganvioù rener (nominativel)
Εσύ είδες
("Te a welas")
Raganvioù renadenn eeun (akuzativel)
Σε είδα
("Da welet a ris")
Raganvioù renadenn dieeun (genitivel)
Σου το είπα
("E lavaret a ris dit)

E lod yezhoù avat e reer hep rumm ispsial ebet evit ar raganvioù renadenn hag implijet e vez en o lec'h savadennoù disheñvel a yezh da yezh.

E brezhoneg, da skouer, reer kentoc'h gant araogennoù displeget : "da" evit renadennoù dieeun hag "a" evit renadennoù eeun (pa ne vez araogenn ebet liammet ouzh ar verb peurliesañ pe c'hoazh an araogenn all ma vez implijet un araogenn resis gant ur frazenn a verb bennak (da skouer : "selaou ouzh). Implijout a c'heller ivez un anv-gwan perc'hennañ e lec'h an araogenn "a" evit ober dave 'ur renadenn eeun, da skouer:

Rener
Raganv-gour
"Me a gan"
Renadenn eeun
Araogenn "a"
"Gwelet a ran anezhañ"
Renadenn eeun
Anv-gwan perc'hennañ
"E welet a ran"
Renadenn eeun
araogenn "ouzh"
"Sellet a ran outañ"
Renadenn dieeu n
araogenn "da"
"Reiñ a rin ar bilhed dezhañ"

En darn vrasañ eus ar yezhoù romanek e vez impljet kentoc'h "raganvioù renadenn stag" (saoz. clitics pronouns) pe "raganvioù gwan" (saoz. weak pronouns) implijet stag ouzh ur verb atav. Kemmañ a c'hell o stumm hervez ma reont dave d'ur renadenn eeun pe dieeun hag ivez o lec'h e-keñver ar verb hervez framm kevreadurezhel ar frazenn, da skouer e portugaleg :

Stummoù rakverbel (saozneg
proclitics)
Não quero que me vejas
("N'em eus ket c'hoant 'em gwelfes")
Stummoù goudeverbel (saoz.neg
''enclitic)
Fago-o
("En ober a rin")
Stummoù etreverbel (saozneg
mesoclitics)
(implijet en amzer-da-zont hag en doare divizout nemetken)
Ela levá-lo-ia

("E zegas a rafe").

E yezhoù evel an euskareg, ergativel ha daspegel war un dro, eo luzietoc'h kalz an traoù dre ma tenn da displegadur liespersonel ar verboù, da lâret eo e vez merket un hevelep verb meur a-wezh gant meur a lost-gerioù o tennañ da rener ha/pe renadenn eeun pe dieeun ar frazenn hervez ar patrom nor (abolutivel) - nori (dativel) - nork (ergativel), da skoue r:

Zuek egunkariak erosten dizkidazue
("Prenañ a rez ur gelaouenn evidon")
Dielfennadur ar verb skoazell di-zki-da-zue
  • di- = renadenn eeun (daveenn : "kelaouenn(où)")
  • -zki- = merk liester ar renadenn eeun
  • -da- = renadenn dieeun ("evidon")
  • -zue = rener ("c'hwi")