Ramush Haradinaj (Glodjane, Kosovo, 3 a viz Gouere 1968) zo bet unan eus pennoù Arme Dieubiñ Kosovo (UÇK) hag a zo bremañ Kentañ Ministr Kosovo.
Haradinaj zo bet tamallet dezhañ bezañ graet torfedoù brezel ha torfedoù a-enep an denelezh e-pad brezel Kosovo, e 1998. Barnet eo bet gant al Lez-varn Etrebroadel evit Yougoslavia gozh, e Den Haag ha didamallet e oa bet d'an 3 a viz Ebrel 2008, goude meur a ziaester er prosez, evel marv 9 diwar an 10 test a oa da destiñ a-enep dezhañ da skouer. Advarnet e oa bet gant ul lez-engalv, e 2010, e Den Haag adarre ; ha didamallet e voe adarre d'an 29 a viz Du 2012.