Rannvro emren Bougainville, anvet betek 2005 Proviñs Salomon an Norzh, a zo ur rannvro emren e Papoua Ginea-Nevez. Meur a enezenn a ya d'hec'h ober ; an hini vrasañ eo Bougainville hag Arawa ar gêr-benn anezhi. E-barzh emañ enez Buka hag Inizi Carteret ivez. Ur boblañs a 175 160 a dud he devoa e 2000.