Er relijion yoruba eo bodet kredennoù ha doareoù pleustr orinel ar bobl yoruba, diazezet war gult an orishaoù. En em astenn a ra takad orin ar relijion-se eus mervent Nijeria betek rannvroioù a-dost ouzh Benin ha Togo.
Abalamour d'ar sklaverezh e voe ezporzhiet ar relijion-se war ar c'hevandir amerikan e-lec'h m'he doa roet ganedigezh da sistemoù lec'hel sinkretel dindan meur a anv 'vel kandomble 'ba biz Brezil, umbanda adalek Rio eus Janeiro pe santeria (lukumi) adalek Kuba...
Levezonet he doa kalz kult ar vodounoù, relijion bobl amezek ar re Fon, ur c'hult oa bet skignet drezañ e-unan en Inizi Karib hag an Amerika: vaudou haïti, voodoo a Louiziana...
Anvet 'vez relijion Ifa er gevredigezh yoruba. Dav eo distreiñ ouzh ar wengelouriezh a lâr eo Nijeria a-vremañ douar kêr Ife. Bez' e vez 600 spered lakaet da ve'añ Oshaoù da nebeutañ. Amañ 'vo kinniget deoc'h seizh osha ' vez merzet 'vel be'añ ar re bennañ er relijion-se. A-raok pep tra e rankomp kregiñ gant Olorun pe Ologun pe Olofi a zo an Doue krouer ha tad meur a Osha[1].
Diskouez a ra ivez ar wengelouriezh yoruba an daou ved 'vez an Neñvoù hag an Douar. Hervez ar vojenn eo Orun perc'henn an Neñvoù ha Aiye hini an Douar. Hon lezit bremañ da ginnig deoc'h ar seizh osha pennañ.
Doueez ar mor sall, da lâret eo ar meurvorioù. Gall 'ra be'añ anvet ivez Yemandja pe Ymoja hervez al lec'hioù. Doueez an dougerezed hag ar strujusted. Diskouez 'ra neuze ar vuhez, an deroù ha dibenn eus a bep tra. Ren a ra war bep tra bev. Hervez ar vojenn 'doa roet ganedigezh da 14 Orisha. E yezh yoruba e talv hec'h anv "Yeye e mo ja": "Ar vamm he bugale 'zo 'vel pesked" e brezhoneg 'ta. Da lâret eo 'vez bras-divent he levezon ha galloud. 'Ba Brezil 'vez gouiet an doueez dindan an anv Yemaya ha gwareziñ 'ra ar mor. 'Ba Kuba 'vez gouiet an anvioù da heul Yemaya Akaba a zo an hini c'harv ha Yemaya Olokun an hini drubuilhus. 'B'ar relijion gristen 'vez kemmesket Yemaya gant ar Werc'hez Vari koñsevet dinamm ha merzet 'vez 'ba Brezil. E-touez an arouezioù a denn diouti 'vez meneget ar stered, ar c'hrogenn, al loar, ar c'houral hag ar maen-turkez. Komprenet 'vo moarvat ganeoc'h emañ al livioù-se a glot ganti: glas, arc'hant ha gwenn. Dav eo dimp islinañ eo Yemaya mamm Aiye.
Dont 'ra diouzhtu an Doue kizeller, doue ar peoc'h, ar gouloù. Mab Olorun eo ha mammenn eus pep tra 'vez sioul, habask. Perc'henn eus ar soñjoù hag an huñvreoù. Kemeret 'noa perzh 'ba krouidigezh an Douar ha kizellet 'noa Mab-Den. Gwareziñ 'ra diouzh an dallusted hag ar seizi. 'Ba Baia 'ba Brezil 'vez kemmesket gant an Aotrou a Veaufon a ziskouez ur C'hrist lakaet war ar groaz. Padal 'ba Kuba 'vez kemmesket gant ar Werc'hez Vari. A-hend-all 'vez kemmesket 'b'ar relijion gristen 'ba Brezil gant an Itron ag ar Grasoù. E-touez an arouezioù a denn dioutañ 'vez meneget al laezh, al laezh koko. Gwenn eo e liv karetañ.
Pe c'hoazh Eleggua pe Papa Legba hervez al lec'hioù 'b'ar bed eo Doue an hentoù, an alc'hwezioù, an dorioù. Doue ar Chañs ivez e c'hell kemmañ stumm: gwechoù zo e c'hallo be'añ spurmantet 'ba stumm ur bugel leun a startijenn ha gwidreüs kenañ ha gwechoù all 'ba stumm un den koshoc'h. Dav eo tremen drezañ da gentañ 'vit mont eus bed Mab-Den da hini an Oshaoù. Hervez ar vojenn hag an Istor 'oa bet sellet outañ gant ar veleien visionerien e-pad an trevadennerezh europat 'b'an Afrika 'vel be'añ Satan pe ur skeudenn eus an Diaoul padal e seblant kentoc'h diskouez ur garantez serten da geñver ar wirionez. Boaziet eo bevañ a-dreiñ da zorioù an tiegezhioù hag erruet 'oa war an douar gant Obatala. Al liv ruz eo e hini karetañ ha gouestlet 'vez dezhañ ar sifr 3. Peurvuiañ 'vez profet dezhañ e-pad al lidoù kezeg, poñsined... 'B'ar relijion gristen 'vez kemmesket gant Sant Anton a Badou.
Doue an tan-kurun ha Doue an tan eo Shango. Bez' e vez gwelet ane'añ atav gant ur vouc'hal ha diskouez 'ra an nerzh, ar galon. Un doue brezeler eo oc'hpenn. E-touez e servijourien e c'hallomp menegiñ Oshumaro (ar Ganevedenn) hag Afefe (an Avel). Hervez ar vojenn 'renas Shango war ar gêr Oyo. Dimeziñ 'reas gant teir doueez da nebeutañ: Oya, Oshun hag Oba. Mab Yemaya eo met desavet 'oa bet gant Obatala 'blamour ma ne felle ket mui Yemaya ober war e dro. A-hend-all eo Shango doue ar sonerezh, an taboulinoù hag ar brezel. Gwareziñ 'ra diouzh an emlazh dre an tan. Hervez ar vojenn bepred 'noa devet Shango e gastell d'ar mare edo o klask kadarnaat e c'halloudoù doueel. O welet ar gwalheur graet gantañ e-unan ha da c'houde be'añ gwelet marv e briedoù ha bugale 'oa aet Shango d'en em grougañ. Ar we'enn dibabet gantañ 'vit en em grougañ 'vez hanvet Aya. Lâret 'vez ne c'haller ket troc'hañ ar we'enn-se gant ur vouc'hal met gant koad ar we'enn Aya 'vez savet troadoù ar bouc'haloù. 'B'ar relijion gristen ha dreist-holl 'ba Brezil 'vez kemmesket gant Sant Yann Vadezour pe gant Sant Jerom. 'Ba Kuba 'vez kemmesket gant Santez Barbara. 'Vit echuiñ 'vo ouzhpennet ganimp 'vez kontet Shango e-touez ar roueed 'doa krouet ar vro Yoruba. Profet 'vez de'añ peurliesañ ur maout.
Un doue brezeler eo ivez. Met dreist pep tra eo Doue ar Chañs, an Arvestiñ, ar c'hoadeier hag ar chaseourien. Diskouez 'ra ar galloud. Plijout 'ra de'añ ar gwez. Lidet 'vez peurvuiañ d'ar Yaou ha gantañ 'vo gwelet peurliesañ ur wareg ha biroù 'vez e arouezioù. Al livioù glas ha gwer 'vez e livioù karetañ. 'B'ar relijion gristen 'vez kemmesket gant Sant Norbert 'ba Brezil.
Un doue brezeler meur eo. Mab Yemaya, breur Shango ha pried Oya eo doue ar c'hovien hag eus pep tra a implij an houarn. Pezh a zispleg 'vez gouestlet de'añ meur a arouez houarn 'vel ar biroù, ar macheteoù, ar goafioù, ar c'hlezeier, ar sabroù. Hervez ar vojenn 'oa an doue kentañ war an douar 'vit aozañ diorren ar vuhez. Liammet eo ar sifr 7 gantañ hag e livioù karetañ mouk, glas-gwer. E ostilh brudetañ a chom ar machete ha kemmesket 'vez 'b'ar relijion gristen 'ba Brezil dreist-holl, gant Sant Pêr.
Doueez ar garantez eo met ivez 'vez gouestlet de'i ar binvidigezh, an aour. Doueez an dourioù dous eo ivez, da lâret eo ar stêrioù, al lennoù. Renet 'vez ganti ar strujusted ivez. Skeudennet 'vez ane'i dindan tresoù ur vaouez kaer kenañ gwisket gant ur vantell aour. Liammet 'vez ganti al liv melen. Gouestlet ivez de'i pep tra 'vez aour hag arem. De'i e ya ar sifr 5 hag he loened karetañ 'vez ar peroked, ar bultur, ar paun. E-touez ar profoù 'vez roet de'i e-pad al lidoù 'vez ar mel, ar gwin gwenn, ar chug orañjez. 'B'ar relijion gristen 'vez kemmesket gant "Deoliezh Aluzen ar C'houevr" 'ba Kuba ha gant "Hon Itron eus ar gouleier" 'ba Baia 'ba Brezil. Berr-ha-berr 'vez lidet pep tra 'vez kaer meurbet en hec'h anv.
Peurliesañ 'vez pleustret ar relijion Ifa dre an diouganiñ a gemer ur plas meurbet o c'hoût 'vez diazezet ar sevenadurioù afrikan kentidik war al lavar. Ouzhepennet 'vo an dafaroù 'vez implijet 'vit aroueziñ an diougan: monetaria monetaoù, formulennoù kuzh...