Rem Koolhaas

Rem Koolhaas

Rem Koolhaas (17 a viz Du 1944, Rotterdam, Izelvroioù) a zo ur savour hag ur c'hêraozour izelvroat. Kazetenner eo bet, ha studiet en deus ar savouriezh en Architectural Association e Londrez hag e skol-veur Cornell (New York). Kelenner war pleustr ar savouriezh hag an design-kêr ("Professor in Practice of Architecture and Urban Design") eo e skol-veur design Harvard (Stadoù-Unanet). Brudet eo evit bezañ skrivet al levr S,M,L,XL, gant an tresour Bruce Mau. E 2000 en deus bet ar Priz Pritzker. E studi-savouriezh a zo anvet OMA (Office for Metropolitan Architecture, Burev evit ur Savouriezh Veurgêr) a zo bet savet e 1975 ha staliet eo e Rotterdam. Hiziv and eiz ez eus daou vurev all : an eil e New York, egile e Beijing. Brudet eo Koolhass evit e raktresoù savouriezh, e veizadoù keraozañ hag e zielfennadurioù a-fet sevenadur.


Savouriezh Koolhaas

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

A-raok kregiñ gant ar sevel savadurioù e savas Rem Koolhaas ul levr anvet Delirious New York, bet embannet e 1978. Ennañ e aoze en-dro saverezh Manhattan, hag e kinnige anezhi evel ur raktres klok ha poellek. E penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 e reas Koolhaas meur a ginnig evit kenstrivadegoù liesseurt : hini Park ar Villette (1982), ZKM (1989), levraoueg veur Bro-C’hall (1989), pe c’hoazh hini Div levraoueg skol-veur Jussieu (1993). Ouzhpenn e kendalc’has da labourat pa voe urzhiadoù prevez : Villa dall'Ava e Saint-Cloud (1991), un ti e Bourdel (1998, Priz ar Skouer Argant), div enezennig annezet e Fukuoka hag anvet Nexus Housing (1991), ha Kunsthal Rotterdam (1992). E 1994 en deus OMA labouret war raktres Euralille (70 hektar). Tro-dro da di-gar Lille Europa eo bet aozet ar raktres, ennañ ur rouedad savadurioù burevioù ha kreizennoù sokial. Savourien all evel Jean Nouvel, Christian de Portzamparc ha Shinohara o deus kemeret perzh er raktres ivez.

Levraoueg kreiz Seattle

Goude bezañ sevenet meur a raktres e Bro-C’hall hag en Izelvroioù er bloavezhioù 1990 eo aet preder OMA war-du ar c’hudennoù a sav a-fet kêraozañ ha danframmoù en Azia : e-pad vloaz en deus labouret war ar raktres Hyperbuilding Bangkok in Thailand, Hanoi New Town, Vietnam and Song Do New Town ha New Seoul International City e Korea. Er bloavezhioù 2000 en deus Koolhaas labouret war New City Center Almere (Izelvroioù), Concert Hall Porto (Portugal, kenstrivadeg 2004), Cordoba Convention Center (Bro-Spagn), pe c’hoazh Kreizenn Zeche Zollverein e Essen (Alamagn). Er Stadoù-Unanet en deus Koolhaas labouret war raktresoù kêr, en o zouez Levraoueg kreiz Seattle, Prada Epicenter Store e Los Angeles ha hini New York (2001), hag IIT Campus Center (2003) e Chicago. Meur a virdi a zo bet savet gant Koolhaas ivez : Mirdi Whitney (New York), The Los Angeles County Museum of Art, ha daou virdi Guggenheim e Las Vegas (2001). En Azia, tour The H-Project Cultural Center ha SNU (mirdi skol-veur vroadel Seoul) a zo o paouez bezañ echu. Rem Koolhaas en deus kemeret perzh er genstrivadeg a-benn adaozañ karter ar C’hoc’hu e Pariz (2004), met n’eo ket bet gounezet gantañ.

Kannati an Izelvroioù e Berlin. Raktres Koolhaas en deus bet an Architekturpreis Berlin e 2003 hag ar Mies van der Rohe Award for European Architecture e 2005.

Hiziv an deiz emañ OMA o labourat war un raktres bras-tre : hini sez CCN, chadenn skinwel kreiz Beijing, war ur gorread a 575 000 m². Dleout a rafe bezañ echu da vare C'hoarioù Olimpek 2008.

Savadurioù pennañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.