Ar Renault R25 a oa ur c'harr Formulenn 1 bet enskrivet gant Renault F1 Team da redek e 2005. Treset e oa bet ar c'hastell-karr gant Bob Bell, James Allison, Tim Densham ha Dino Toso, gant Pat Symonds oc'h evezhiañ tresadur ha produadur ar c'harr evel rener oberiant an ijinouriezh ha Bernard Dudot o ren tres ar c'heflusker. Kampion e voe evit ar vlenierien gant Fernando Alonso hag evit ar saverien, ar wezh kentañ evit ur saver-kirri eus Bro-C'hall abaoe trec'h ar Matra MS80 e 1969.[1]
E-kerzh ar bloaz e voe gwelet ne'z ae ket ken buan hag ar McLaren MP4-20 war veur a boent, gant 8 trec'h a-enep 10 gant McLaren. Fiziaploc'h e oa ar c'harr avat ha gant Fernando Alonso ha Giancarlo Fisichella e voe trec'h diwezhañ ur c'harr pourvezet gant ur c'heflusker V10 e Formulenn 1.
Gant ar c'harr-mañ e voe gounezet titl kentañ Michelin (hag an eil diwezhañ) abaoe distro ar merk e Formulenn 1, a-raok bezañ trec'h ur wezh all gant Renault (gant ar R26) e 2006, trec'h diwezhañ ar saver gall neuze. Ar R25 a oa ar c'harr trec'h kentañ ne oa ket bet treset gant Adrian Newey pe Rory Byrne abaoe 1991.
A-hed an 19 redadeg en doa merket 191 poent, 8 trec'h, 15 podioù. Div wezh hepken e voe an div oto er-maez eus ar poentoù e-kerzh 18 loc'hañ (hep kontañ Priz Bras ar Stadoù-Unanet 2005 pa zilezas an daou vlenier Renault ar redadeg asambles gant an holl vlenierien Michelin a-raok al loc'hañ).[2]
Renault en doa implijet logoioù 'Mild Seven', war-bouez evit Prizioù Bras Kanada, ar Stadoù-Unanet, Bro-C'hall, Breizh-Veur, Turkia, Italia ha Belgia, abalamour d'al lezennoù war bruderezh ar butun.
Ar R25 a voe ar Renault diwezhañ a implije ur voest-tizh 6 tizh a-raok bezañ rediet da dremen d'ur voest 7 tizh e 2006.
D'an 11 a viz Kerzu 2020 e vlenias Alonso an oto evit ar wezh kentañ e 15 vloaz, a-raok esaeoù kentañ Priz Bras Abou Dabi 2020[3] ha goude na abadenn ditliñ. Bandennoù-rod Pirelli slick en doa implijet ar c'harr e-lec'h ar bandennoù-rod Michelin garanet orin.
Bloaz | Skipailh | Keflusker | Band.-rod | Blenierien | 1 | 2 | 3 | 4 | 5 | 6 | 7 | 8 | 9 | 10 | 11 | 12 | 13 | 14 | 15 | 16 | 17 | 18 | 19 | Poentoù | Renkadur |
---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|---|
2005 | Renault | Renault V10 | M | AUS | MAL | BHR | SMR | ESP | MON | EUR | CAN | USA | FRA | GBR | GER | HUN | TUR | ITA | BEL | BRA | JPN | CHN | 191 | 1añ | |
Fernando Alonso | 3 | 1 | 1 | 1 | 2 | 4 | 1 | Dil | KL | 1 | 2 | 1 | 11 | 2 | 2 | 2 | 3 | 3 | 1 | ||||||
Giancarlo Fisichella | 1 | Dil | Dil | Dil | 5 | 12 | 6 | Dil | KL | 6 | 4 | 4 | 9 | 4 | 3 | Dil | 5 | 2 | 4 |
Porched ar Formulenn 1 – Gwelit ar pennadoù hag ar rummadoù diwar-benn ar Formulenn 1 |