Ar Republic P-47 Thunderbolt (“tarzh-kurun”) a oa un nijerez emgann amerikan en Eil brezel-bed. Bras eo bet e berzh, hag ar c'harr-nij graet ar muiañ ez eo gant en tu-hont da 15 000 skouerenn anezhañ. Bras ha solut e oa ken na oa ma veze graet Juggernaut (ar walenn) anezhañ — berraet e “Jug”. Ma oa ur c'harr-nij emgannata en aer da gentañ e voe lakaet buan da vezañ un nijerez tagañ gorre an douar, ul labour hag a gase da benn eus ar c'hentañ, pa oa deuet er-maez un nijerez amerikan gouestoc'h evit an emgannoù-nij, ar P-51 Mustang.