Republik Genova

Republik Genova
Republik Genova hag hec'h amezeien e 1796

Republik Genova ( Repubblica di Genova en italianeg, Repubrica de Zena en ligureg, Respublica Genuensis en latin), anvet en ofisiel, ha betek 1528, Compagna Communis Ianuensis hag adal 1580 Serenissima Repubblica di Genova - brudet evel La Superba, La Dominante, La Dominante dei mari, La Repubblica dei magnifici - a oa ar stad krouet e kêr Genova, hag a rene e Liguria ha douaroù stag outi adal 1096 - pa en em zistagas a-nebeudoù diouzh an Impalaeriezh santel roman german - betek 1815 - ma voe savet, da vare an Dispac'h gall, ar Republik Ligur.

Klasket e voe adsevel ar Republik Ligur, goude diskar Napoleon, e 1815, met e Kendalc'h Vienna e voe roet douaroù Republik Genova da Rouantelezh Sardigna.

Genova a voe trec'h war republik Pisa en emgann ar Meloria e 1284 evit ar vestroni war Mor Tirrenia ha kevezerez Venezia e voe evit mestroniañ kenwerzh ar mor Kreizdouar.

Eus "Compagna Communis" d'an dogeed

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Genova e 1481

Genova a groas da vout emren diouzh an Impalaeriezh santel roman german war-dro 1096, evel libero comune, ha perzh a gemeras er groaziadeg kentañ (ma rae gant ar groaz ruz war he skoed). Da gentañ e oa anvet Compagna Communis, ha ne deuas an anv "repubblica" , en un doare ofisiel, nemet e 1528 implijet gant an amiral Andrea Doria.

Impalaeriezh Genova

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Emastenn Genova er Mor Kreizdouar, her vez Codex Latinus Parisinus (1395)
Kreñvlec'h e Soldaia, e Krimea