Ar Republik Juliana (República Juliana e portugaleg) a oa ur Stad dizalc'h disklêriet en Impalaeriezh Brazil e Stad Santa Catarina d'ar 24 a viz Gouhere 1839, hag a badas betek ar 15 a viz Du 1839. Embannet e voe ar Republik evit reiñ harp da emsavidi Brezel ar Farrapos (Revolução Farroupilha) a c'hoarveze er Stad amezek Rio Grande do Sul, ma oa bet embannet ar Republik Riograndense.
Embannet e voe ar República Juliana gant Davi Canabarro ha Giuseppe Garibaldi, ha kengevredet e voe gant ar Republik Riograndense.
Giuseppe Garibaldi a voe lakaet e penn arme an emsavidi ha klask a reas aloubiñ Santa Catarina. Kemer a reas porzh Laguna, met n'hallas ket o arme kemer kêr-benn ar Stad, Ilha de Nossa Senhora do Desterro (Florianópolis hiriv), a oa a-du gant an impalaer.
Distrujet e voe o morlu gant Morlu Brazil er Stêr Massiambu, er c'hreisteiz da Enez Santa Catarina pa oant o vont da arsailhañ Nossa Senhora do Desterro just a-walc'h. E-feson eo se zo kaoz ma ne badas nemet pevar miz ar Republik Juliana. E miz Du e voe kemeret Laguna, o c'hêr-benn diwezhañ, gant an arme impalaerel hag echuet istor ar republik-se. En uheldirioù avat, ne blegas kêr Lages nemet e deroù 1840.
E-kerzh an darvoudoù-se eo e reas Garibaldi anaoudegezh gant e zanvez-pried Ana Maria de Jesus Ribeiro anavezetoc'h evel Anita Garibaldi
.
E 1845 e voe degemeret e Stad Santa Catarina, e peoc'h da neuze, an impalaer Pedro II hag e bried an impalaerez Teresa Cristina.