Republik Raorakia, pe République rauracienne (e galleg) pe Raurakische Republik (en alamaneg), a oa ur republik savet war zouaroù eskob Basel, e Suis, goude an Dispac'h Gall e 1792, diwar anv pobl keltiek ar Rauraci en Henamzer.
Ne badas nemet un toullad mizioù: krouet e voe d'ar 17 a viz Kerzu 1792, ha diskaret d'an 23 a viz Meurzh 1793, pa voe staget ouzh Bro-C'hall da sevel an departamant gall Mont-Terrible, ha hennezh a voe diskaret seizh vloaz goude, pa voe staget ouzh an departamant Haut-Rhin d'ar 17 a viz C'hwevrer 1800.
Republik Raorakia, en enep diouzh ar republikoù c'hoar all, n'he doa banniel ebet. Ardamezioù he doa avat, e stumm ur feskad, damheñvel ouzh skoed ardamez ar Republik C'hall.
En 1815, goude Kendalc'h Vienna, e voe rannet an douaroù entre Bro-C'hall (departamant Doubs) ha Suis (kanton Basel-Campagne ha kanton Bern evit ar pep brasañ. Abaoe 1979 ez eus aet un darn eus an douaroù-se d'ober kanton Jura.