Revolver d'ordonnance modèle 1873 | |
---|---|
![]() Ur Revolver d'ordonnance modèle 1873 | |
Kinnig | |
Bro orin | ![]() |
Doare | Revolver |
Mont en-dro | Platinenn un-ober / daou-ober |
Munision | 11 mm modèle 1873 |
Produer | Manufacture d'Armes de Saint-Étienne |
Mare produiñ | 1873-1886 |
Niver produet | 388.105 |
Mare servij | 1873 - bloavezhioù 1940 (Bro-C'hall) |
Pouez ha muzulioù | |
Pouez (hep kartouchenn) | 1,22 kg |
Hirder | 242 mm |
Hirder ar c'hanol | 115 mm |
Perzhioù teknikel | |
Endalc'h | Taboulin 6 tenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
Ar revolver d'ordonnance modèle 1873, anvet ivez Chalmot-Delvigne diwar anvioù e ijinourien, a voe revolver standart an arme c'hall eus 1873 betek ar bloavezhioù 1890, pa voe kemeret e blas gant ar revolver Modèle 1892. Servijout a reas e gwirionez betek an Eil Brezel-bed e strolladoù 'zo eus an arme. Produet e veze gant ar Manufacture d'Armes de Saint-Étienne.
Goude ar brezel kollet a-enep Prusia (1870-1871) e tivizas Frañs reneveziñ hec'h armoù standart. Goude amprouennoù e 1871-1872 e voe choazet e miz C'hwevrer 1873 ur revolver savet e Belgia gant an embregerezh Pirlot Frères hag ijinet gant Jean Chamelot hag Henri-Gustave Delvigne. Ur blatinenn un-ober ha daou-ober en doa, hag un daboulin ennañ kambroù evit 6 kartouchenn poultr du er c'halibr 11 mm.
Ouzhpenn 388.000 skouerenn eus an arm a voe produet etre 1873 ha 1886 gant ar MAS e Saint-Étienne[1]. Daou adstumm nes a gaver :
Brudet e oa an arm evit bezañ fiziapl ha savet mat, met mankout a rae galloud d'e vunision 11 mm. Ur mouchouer kelenn (niverenn 1bis) a voe savet evit deskiñ ar soudarded war e zornata hag e gempenn, Daoust dezhañ bezañ kemeret e blas en arme c'hall adalek 1892 gant ur revolver all, ar Modèle 1873 a chomas implijet e-pad ar Brezel-bed Kentañ. Daoust d'e gartouchenn giz-kozh hag abalamour d'ar mank a armoù e voe roet da soudarded 'zo er c'hanolierezh hag er pourveziñ e 1940 c'hoazh. Goude an Eil Brezel-bed e servijas c'hoazh e trevadennoù Frañs 'zo[4] hag e servijoù gall evel an Eaux et Forêts er bloavezhioù 1950[1].
|