Richard Dafydd Vivian Llewellyn Lloyd pe Vivian Lloyd, bet ganet d'an 8 a viz Kerzu 1906 e Hendon (Middlesex, Bro-Saoz)[1] en un tiegezh kembreat, hag aet d'an Anaon e Dulenn (Iwerzhon) d'an 30 a viz Du 1983, a oa ur romantour hag un dramaour saoznek.
Beajour ha Yann e vil vicher e voe : skaoter e Londrez, soudard en India ha Hong-Kong, kabiten ar Welsh Guards en Italia e-kerzh an Eil Brezel-Bed, kelaouenner e-kerzh Prosezioù Nürnberg, senarioour evit ar MGM,... Ober a reas e annez e Buenos Aires, Israel ha Dulenn ivez.
Brudet-kenañ eo e romant How Green Was My Valley (1939) hag ar film savet diwarnañ e 1941 hag a gont buhez mengleuzourien e kreisteiz Kembre. Heuliet e voe gant Up, Into the Singing Mountain (1960), And I Shall Sleep . . . Down Where the Moon Is Small (1966), ha Green, Green My Valley Now (1975).
tudenn ar spier Edmund Trothe enne :