Ur rimadell zo ur seurt kanaouenn-bobl eeunik a vez kanet d'ar vugale. A-bouez eo ar sonioù hag al lusk.
En deskadurezh eo a-bouez ar rimadelloù evel poelladennoù eñvor, distagañ, ha yezhadur zoken.
Kinderreim a vez graet eus rimadell.
- -Bisig bihan, pelec'h oc'h bet?
- -E Run ar Gow o klask ma boued
- -Ha petra hoc'h eus bet?
- -Un taol sklisenn war ma beg.
- Hei do! marc'h al Lae
- da gistina da Gorlae
- da glask kig ha bara mat
- da Fañchig vihan zo paotr mat
Ur "filastrocca" a vez laret eus ur rimadell italianek. Gianni Rodari en deus savet un toullad re nevez.
- Piove, piove, zo ur rimadell dezhi seizh doare ha seizh-ugent.
Hwiangerdd eo ar ger kembraek. Setu ar re vrudetañ:
- Deskiñ gerioù
- Deskiñ o distagañ
- Embreger an eñvor
- Kustumiñ da gompren
- Dihuniñ ar c'hoant da ganañ, ha da seniñ
- Reiñ plijadur o klevout barzhoniezh
- Reiñ al lusk da santout.