Robert PHILLIPSON (ganet d'ar 16 a viz Meurzh 1942 e Bro-Saoz) zo ur yezhoniour saoz o chom en Danmark. E skol-veur Amsterdam en deus bet e zoktorelezh hag e-touez e dachennoù labour emañ pedagogiezh ar yezhoù, ar politikerezhioù yezh hag an impalaerouriezh yezhel peurgetket, roll ar saozneg er bed ha gwirioù yezhel mab-den.
Goude bezañ bet e penn kevrenn yezh ha sevenadur skol-veur Roskilde ez eas da gelenner-enklasker e kevrenn ar saozneg d'ar Copenhagen Business School (e Kopenhagen).
Dimezet eo Phillipson da Tove Skutnabb-Kangas.
Tri budel o deus (Caspar, Thomas, Louise).