Robin Hood a zo un haroz mojennel saoz eus ar Grennamzer. Ul laer mat a zo anezhañ. Laerezh a ra ar binvidik evit reiñ d'ar re baour. O kuzhat e vez e koad Sherwood gant e vignoned.
Ur bern istorioù ha filmoù a zo bet savet diwar e benn.
"Robin Hood" a dalvez Robin-e-gabell. E galleg e oa bet komprenet "Robin Wood", da lavaret eo "Robin ar C'hoad", ha diwar-se an droidigezh «Robin des Bois».
War-dro 1377 : Kentañ meneg eus Robin (Robyn hood) gant William Langland e Piers Plowman (Pêr al Labourer-douar )
War-dro 1450 : Kentañ gwerzioù ha pezhioù anavet.
War-dro 1495 : embannadur A Gest of Robyn Hode, meurgan savet diwar meur a werz kozh, moulet gant Wynken De Worde;
War-dro 1765 : « Robin Hood and Guy of Guisborne », gwerz kozh hep deizaid dastumet gant Thomas Percy er Reliques de l’ancienne poésie anglaise.
War-dro 1795 : Dastumad gwerzioù Robin Hood: A Collection of all the Ancient Poems, Songs and Ballads, now extant, relative to that celebrated Outlaw, gant Joseph Ritson :
1838 : Robin Hood and Little John: or, The Merry Men of Sherwood Forest, gant Pierce Egan the Younger; Alexandre Dumas a savas daou romant diwar hennezh:
Le Prince des voleurs (1872)
ha Robin Hood le Proscrit (1873).
1883 : kentañ levr brudet bras e-touez al levrioù bugale: The Merry Adventures of Robin Hood of Great Renown in Nottinghamshire, gant Howard Pyle
1891 : kentañ komedienn war gan e SUA: Robin Hood, gant Reginald De Koven (ton) ha Harry B. Smith (son) :