Reizh pe jener | paotr |
---|---|
Anv-bihan | Roger |
Deiziad ganedigezh | 1380 |
Deiziad ar marv | 27 Du 1441 |
Lec'h ar marv | Tyburn |
Doare mervel | Kastiz ar marv |
Abeg ar marv | Hanged, drawn and quartered |
Kompagnun(ez) | Eleanor, Duchess of Gloucester |
Kondaonet evit | Sorserezh |
Penalty | Kastiz ar marv |
Micher | steredoniour |
Roger Bolingbroke, raloc'h Roger Bultingbroke[1], (marvet d'an 18 a viz Du 1441) a oa ur c'hloareg, steredoniour, hudsteredour hag un igromañser saoz er XVvet kantved. Barnet e voe, kavet kablus, ha kondaonet d'ar marv dre vezañ Hanged, drawn and quartered (krouget, charreet ha rannet e gorf)[2] evit igromañserezh ha trubarderezh uhel a-enep ar roue saoz Herri VI.
Bolingbroke a oa un den desket-bras ha lemm e spered. Bez' e oa unan eus servijourien dostañ Humphrey of Lancaster, Kentañ Dug Gloucester, ha kloareg personel Eleanor Cobham, gwreg an dug. Roger Bolingbroke eo ar skiantour brudetañ diwar an tri liammet gant an irienn a glaske lazhañ ar roue Herri. Lavaret a reer anezhañ e oa mestr war ar steredoniezh ("gret and konnyng man in astronomye") hag e oa brudet dre ar bed ("renowned in all the world")[3].
Tri sorser a oa rebechet dezho klask lazhañ ar roue: Roger Bolingbroke, Thomas Southwell hag ur vaouez Margery Jourdrain[4].
Southwell a oa marvet en toull-bac'h. Hervez a lenner en ur skrid e oa marvet "per dolorem"[5] Margery Jourdrain, lesanvet "The Witch of Eye", a voe devet e Smithfield d'ar 27 viz Here 1441. Roger Bolingbroke a voe laosket bev nebeut amzer evit diskouez anezhañ d'an holl gwisket evel ur sorser, goude-se e voe Hanged, drawn and quartered hag e benn a voe lakaet war ur pik e Pont Londrez.
N'eo ket sklaer tamm ebet daoust hag un irienn a voe en gwirionez a-enep ar roue. Evit lod istorourien ne oa nemet un afer bolitikel a-dreñv, hag ur wech kroget gant ar prosez e oa troet an dud da sot rak aon bras a oa d'ar mare-se rak an hudouriezh.