Ar roller derby a zo ur sport o tont eus ar Stadoù-Unanet. Ur sport stokad a-skipailh eo, war botoù-ruilh ha n'eo ket enlinenn o rodoù (roller quad). Daou skipailh en em gav war un dachenn hirgelc'hiek, war plakenn goad pe bitum. Ruilhet a vez war tu kontrol nadozioù un horolaj. Gwechall gozh e oa ar roller derby ur sport a-vicher evit ar baotred kement hag evit ar merc'hed. Ar roller derby a-vremañ a zo ur sport etrebroadel gant kevreoù war ar bed a-bezh, c'hoariet peurliaesañ gant merc'hed hepken. 78 kevre merc'hed a zo er stadoù-unanet ha 300 kevre ha n'int ket ofisiel a vefe er bed, er broioù saoz kentoc'h. Levezonet eo ar roller derby gant an "DIY" (do it yourself), ar c'hiz punk hag an trede soñj gwregelour. Mod ar c'hoarierezed d'en em wiskañ ha d'en em zalc'h ha zo levezonet gant ar c'hiz punk, rockabilly, pin-up, ha bed ar filmoù-spont.
N'eus ket pell zo en deus Hollywood profitet eus berzh ar sport-se evit sevel ur film : Bliss (e galleg) (Whip It!, 2009) sevenet gant an aktourez Drew Barrymore. Livañ a ra troioù-kaer ur grennardez texan aet skuizh gant ar c'henstrivadegoù koanted, hag a grog e-barzh ur skipailh merc'hed roller derby.
Ganet eo ar sport er Stadoù-Unanet goude enkadenn 1929. Berzh a zo gant ar marathonoù hag ar c'henstrivadegoù sport rak e vez gounezet arc'hant ganto. Leo Seltzer e 1931 e Chicago a zo pennaozer ur marathon kerhzt war un dachenn hirgelc'hiek e lec'h m'eo dav da goupladoù kerzhet kement hag etre New York ha Los Angeles. Ur prantad goude e cheñch Seltzer an arnodenn evit lakaat anezhi da vezañ tremenet war botoù-ruilh. Gant-se en em rent kont e kav plijus an arvesterien pa gouezh ar c'hoarierien. E 1937, gant skoazell ar sportour Damon Runyon, Seltzer a beurechu da ijinañ reolennoù ar roller derby hag a zeu da vezañ ur sport a-skipailh e lec'h ma vez tu stokañ ouzh ar re all. krouet eo ar skipailh kentañ e 1950 (paotred).
Er bloavezhioù 1960 e kinnig mab Leo Seltzer, Jerry Seltzer ar sport d'ar skinwel. E penn kentañ tout e ra berzh spontus : stadoù leuniet chouk. E-kerzh ar bloavezhioù 70, abalamour d'an enkadennoù war ar petrol eo lakaet diaes ar skipailhoù evit beajiñ da vont d'ar c'hrogadoù. Diaesoc'h-diaesañ e teu da vezañ ar jeu evit aozañ darvoudoù tro-dro d'ar sport. Kompren a reont buan an arvesterien e vez livet gevier e-keñver disoc'h ar c'hrogadoù, n'o deus ket fiziañs ken an dud er sport. Er bloavezhioù 1980 eo tost aet ar sport diwar wel, kollet en deus e berzh penn-da-benn.
E 2000, cheñchet eo penn d'ar vazh : Daniel Policarpo a zo kroget da duta maouezed evit mont war botoù-ruilh en un doare iskis, rockabilly. A-benn ar fin, abalamour d'un tabut diwar benn doareoù spered ar sport e kuit Policarpo Austin, en Teksas. Reiñ a reont lañs ar maouezed tutaet d'ar roller derby modern : TXRD Lonestar Rollergirls (dachenn a-dreuz) hag an Texas Rollergirls (dachenn eeun). O spered dezho a zo ur meskaj etre an trede soñj grwegelour, ar spered punk-rock. Disachañ evezh an dud a reont gant liv ur sport diroll. (Ar snowboard hag ar skateboard a zo bet anavezet evel ofisiel 10 bloaz a-raok hepken, ar snowbaord da vezañ sport ofisiel C'hoarioù Olimpek Naganon). Kalz a c'hoarierez "Texas Rollergirls" a gemer perzh o sevel kevre bras ar roller derby er stadoù-unanet hag a zo ivez ar skouer war ar bed a-bezh : ar WFTDA. E fin ar blovezhioù 2000, muioc'h evit 400 kevre nevez a vez krouet ha kevreoù a-goste ivez, pezh a zegas ruilherezed e-leizh, er stadoù-unanet, e Kanada, ha diwezhatoc'h e Mec'hiko.
Abaoe en deus treuzet ar roller derby ar meurvorioù evit dont betek Europa, Amerika ar Su, Aostralia hag Azi, gant meur a c'hevreoù krouet pe o tiorren er Rouantelezh-Unanet, e Bro-C'hall, e Brazil, e Japan, e Kore ar Su, e Singapour, e Finland, e Alamagn, e Spagn, e Aostria, e Arc'hantina, en Izelvrioù, e Malezia, e Indonezia, e Kolombia, e Beljik, e Suis, e Chile, e portugal, e Iwerzhon, e Norge, e Sued, e Danmark, e Italia.
E miz kerzu 2010 e anzav an International Roller Sports Federation, ur vrankenn eus an International Olympic Committee (IOC) (galleg : Comité international olympique, CIO) ar roller derby evel sport. An USA Roller Sports (USARS), a anzav ar sport ar bloaz war lerc'h, ha da-heul e ra kement-all Sued, Kanada, Aostralia. Reoù all a zo o tont war dachenn an anzavadur ofisiel.
E miz C'hwevrer 2012, en deus krouet e Bro-C'hall e strollad-ren « French roller derby organisational group » (FROG), evit lakaat an traoù da vont war-raok, eskemm gant ar gouarnamant a-benn bezañ anavezet en un doare ofisiel.