Ross (fuzuilh)

Fuzuilh Ross
Skeudenn ar pennad Ross (fuzuilh)

Fuzuilh Ross Mk. III hag he baionetez
Kinnig
Bro Kanada
Mont en-dro Fuzuilh tennata dre zorn, dre vorailh
Munision .303 British
Produerien Uzin Ross, kêr Québec
Mare produiñ 1903-1917
Mare implij 1905–1916 (fuzuilh standart arme Kanada)
Pouez ha muzulioù (stumm Mk. III)
Mas 3,9 kg
Hirder 1.320 mm
Hirder ar c'hanol 774 mm
Perzhioù all
Endalc'h Klip 5 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall C

Ar fuzuilhoù Ross a zo ur rummad fuzuilhoù-morailh produet e Kebek evit arme Kanada adalek 1903. Implijet int bet dreist-holl e deroù ar Brezel-bed Kentañ a-raok bezañ dilezet evit ar fuzuilhoù breizhveurat Lee-Enfield.

Da vare eil brezel ar Voeren (1899-1903) e nac'has ar Rouantelezh-Unanet e vije pourvezet arme Kanada gant fuzuilhoù Lee-Enfield, pe e vijent produet dindan aotre eno. Kregiñ a reas Kanadianiz da labourat war un arm savet en o bro. Ar c'hannad Samuel Hughes, bet lakaet e penn ur strollad soudarded kanadian a-youl vat e brezel ar Voeren, a zistroas alese e 1900 gantañ ar soñj e oa ret pourvezañ ar soudarded gant fuzuilhoù hir gouest da dennañ pell, p'en doa gwelet e oant efedus en emgannoù kaset war blaenennoù Suafrika[1].

D'ar memes koulz e oa krog e vignon Charles Ross, un embreger hag ijinour breizhveurat staliet e Kanada abaoe 1895, da sevel fuzuilhoù-morailh awenet gant ar Mannlicher 1890 ha kambret e .303 British[2]. Kinnig a reas Ross sevel en e vizoù un uzin evit boulc'hañ produerezh an armoù. Asantet e voe ar marc'had gant gouarnamant Kanada e 1902 hep na vije esaeet an arm en a-raok[3] hag hep na vije savet kaier-kargoù ebet[1]. Samuel Hughes a aesaas ar jeu dre ma oa er bodad a zibabe an armoù e ministrerezh an Difenn kanadian.

Keñveriañ gwikefreoù ar Ross Mk. III (a-gleiz) ha Ross Mk. II (a-zehou)

1.000 fuzuilh kentañ (stumm Mk. I) a voe pourvezet da bolis war-varc'h Kanada adalek 1903[3]. Diwarne e oa 113 siek, abalamour da gudennoù danvez ha morailh dreist-holl. Ur stumm nevez (Mk. II) da wellaat an traoù a voe savet e 1905, met dilezet e voe an arm gant ar polis. E 1910 e voe adkempennet a galz an arm. Ar stumm nevez (Mk. III, savet e 1910) a voe pourvezet da arme ar vro adalek 1911[1].

Brezel-bed Kentañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Implijet e voe war tachennoù-emgann Europa ar C'hornôg adalek 1915. Buan e savas kudennoù : hiroc'h e oa ar Ross evit fuzuilhoù standart an armeoù all, ha diaesoc'h e oa da implijout er fozioù-brezel strizh. Pa veze advontet fall ar gulasenn e c'halle tarzhañ dirak penn an tenner (20 gwallzarvoud diwar 230.000 fuzuilh implijet war an talbenn). Da vare emgannoù Ieper e 1915 e chomas boud kalz fuzuilhoù : savet e oant bet evit munisionoù .303 a galite uhel ha reoliek o muzulioù, pa ne oa ket gwir evit ar fuzuilhoù Lee Enfield a oa uheloc'h tolerañs o fezhioù[1][3]. Ur soudard kanadian diwar bemp a zilezas e fuzuilh Ross war an dachenn evit implijout ul Lee Enfield da vare an emgannoù-se. Daoust da galite hollek an armoù ha d'ar gwelladennoù degaset evit renkañ o c'hudennoù e savas brud fall war ar fuzuilhoù Ross.

Jeu a savas etre Edwin Alderson, penn ar soudarded kanadian en Europa, ha Samuel Hughes. Abalamour d'an droukskouer a savas e Kanada e voe skarzhet Alderson eus e bost e miz Ebrel 1916 ha dilezet ar fuzuilhoù Ross en ur mod ofisiel er miz war-lerc'h. En o flas e voe choazet ar re Lee-Enfield evit soudarded ar vro. Reiñ a reas Hughes e sac'h e dibenn 1916 diwar meur a damalladenn divarregezh ha goubrenerezh[1]. Diberc'hennet e voe Ross eus e uzin e 1917 ha chom a reas a-sav ar produiñ. War-dro 420.000 fuzuilh Ross a oa bet produet etre 1903 ha 1917[3].

Ar Ross a voe implijet a-nebeudoù gant arme Kanada evel fuzuilh-resisted goude ar Brezel-bed Kentañ. Roet e voe da soudarded ar Royal Canadian Navy hag ar British Home Guard[3] da vare an Eil Brezel-bed.

  1. 1,0 1,1 1,2 1,3 ha1,4 (fr) LARRIBÈRE Christophe, Ross, le scandaleux fusil des Canadiens, e Science & Vie Guerres & Histoire n°80, miz Eost 2024, pp. 82-83
  2. (fr) MC NAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, pp. 130-131
  3. 3,0 3,1 3,2 3,3 ha3,4 (en) FOULDS Glenn B., MA Clayton, Ross Rifle war The Canadian Encyclopedia, 09/07/2024 (lennet d'an 13/08/2024)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan