Deiziad krouiñ | 1130 |
---|---|
Anv er yezh a orin | Regnum Siciliae, Regno di Sicilia, Regnu di Sicilia |
Yezh ofisiel | latin, gresianeg, arabeg, sikilianeg |
Kevandir | Europa |
Stad | Rouantelezh Sikilia |
Kêr-benn | Palermo, Napoli, Catania, Palermo |
Daveennoù douaroniel | 38°35′31″N 16°4′44″E |
Renad politikel | unpenniezh, feudal monarchy |
Office held by head of state | King of Sicily |
Moneiz | Sicilian piastra, tarì |
Deiziad divodañ | 1816 |
Rouantelezh Sikilia (en italianeg: Regno di Sicilia, e latin: Regnum Siciliae, e katalaneg: Regne de Sicília, e sikilianeg: Regnu di Sicilia) a oa ur rouantelezh bet krouet en 1130 e kreisteiz Italia, gant an eneppab Anacletus II evit ar roue Ruggero II en Enez Sikilia, Calabria, Puglia, ha Naplez hag a badas betek 1816.
A-hed an amzer e vo gwelet marevezhioù an Normaned, ar Souabed ( pe an Tiegezh Hohenstaufen, diskennidi Frederig Souabia), Anjeviz, Aragoniz.
Pa voe savet rouantelezh Sikilia en 1130 e teue war-lerc'h kontelezh, krouet e 1071 da vare aloubadeg kreisteiz Italia gant an Normaned.
Betek 1282 en em lede Rouantelezh Sikilia (a veze graet regnum Apuliae et Siciliae anezhi neuze) e kreisteiz Italia penn da benn, ar Mezzogiorno, ha n'eo ket en enezenn hepken, ha betek en enezeg Malta.
En enezenn e oa teir rannvro: Val di Mazara, Val Demone ha Val di Noto.
En 1282 e voe un emsavadeg a-enep an Anjeviz anvet Gousperoù Sikilia, ha taolet e voe ar roue Charlez er-maez.