Ruigoord a oa un enezenn hag ur gêriadenn en Houtrakpolder en IJ meer e proviñs Noord-Holland en Izelvroioù. Ul lodenn eus kêr Amsterdam eo bremañ, hag emañ 8 km ac'haleno da Haarlem war-du ar reter.[1]
Er bloavezhioù 1960 e voe skarzhet holl annezidi Ruiggord gant ti-kêr Amsterdam peogwir e oa bet soñjet kreskiñ porzh Amsterdam, met ne voe ket kaset ar raktres da benn. E 1973 e teuas ur strollad arouzien da skwatiñ, ha fellout a rae dezho sevel ur c'hamp arzourien[2]. Bez ez eus eus ar c'hamp hiziv an deiz, en un doare ofisiel. Festoù a vez aozet ganto en iliz, hag ivez ur festival, bep bloaz e miz Eost[3].