Runan

Runan
Iliz katolik Itron-Varia Runan, ar c'halvar hag ar gador-brezeg.
Iliz katolik Itron-Varia Runan, ar c'halvar hag ar gador-brezeg.
Anv gallek (ofisiel) Runan
Bro istorel Bro-Dreger
Melestradurezh
Departamant Aodoù-an-Arvor
Arondisamant Gwengamp
Kanton Pontrev (betek 2015)
Bear (abaoe 2015)
Kod kumun 22269
Kod post 22260
Maer
Amzer gefridi
Yvon Le Bianic (PS)
2014-2020
Etrekumuniezh Gwengamp-Pempoull Arvor-Argoad Tolpad-kêrioù
Bro velestradurel Bro Gwengamp
Lec'hienn Web https://runan.fr/
Poblañsouriezh
Poblañs 253 ann. (2020)[1]
Stankter 49 ann./km²
Douaroniezh
Daveennoù
lec'hiañ
48° 41′ 38″ Norzh
3° 12′ 37″ Kornôg
/ 48.6938888888889, -3.2102777777778
Uhelderioù kreiz-kêr : 78 m
bihanañ 25 m — brasañ 102 m
Gorread 5,12 km²
Lec'hiañ ar gêr
Runan


Runan (distaget: [ry'nãːn]) a zo ur gumun eus Breizh, hag ur bourk bihanik, e kanton Bear, e Bro-Dreger, e departamant Aodoù-an-Arvor.

  • Runan eo ar run uhelañ war ar gribenn etre ar Yeodi hag an Treñv, uheloc'h an douaroù tro-war-dro.

Ar Yeodi a ra an disparti gant Prad.

Kumunioù amezek

  • R. de Saint-Jouan (1990) : Ar stumm Runargant a gaver en un diell diasur diwar-benn madoù Marc'heien an Templ e Breizh. Roet evit ar bloaz 1182, ar pezh-se zo bet savet sur-awalc'h en XIIIvet kantved (Eskoptioù kozh, VI.137)
  • B. Tanguy : Runargant, 1182 ; Runargan, 1414 ha 1421, Runazhan, 1439 ; Runazgan ha Runargan, 1444 ; Runazgan, 1465 ; Runargan, 1672[2].

Talvoudegezh

  • hervez J. Rigaud 1890 : "Anv Runan a zeuje eus Run-ar-Gann", evit komz eus gourennoù d'ar c'houlz ar foarioù.
  • hervez Michel Lascaux : aluzenerezh marc'heien Malta.
  • hervez R. de Saint-Jouan : diwar ur chapel, en he gichen foarioù bet aozet dre lizheroù an dug Yann V : 2 Mezheven 1414, 19 Mae 1421, 28 Meurzh 1436 ...[3]
  • alies a zo bet kavet ivez diwar Run Argant, evel embannadurioù Flohic (1998). Komzet ez eus bet ivez diwar un ehanlec'h war hent Compostella, e-lec'h e vije laosket ur skodenn.
  • hervez B. Tangui : diwar run + anv den Adgan (*ad-gan = diskennidi), kavet ivez en ar IXvet kvt e dielloù abati Redon, ivez er bloaz 1251 e-barzh ur skrid abati Beauport, o komz, evit Ploueg ar Vor, un den anvet Jafrez mab Adgan"[2].
Brezhoneg treut.
Brezhoneg treut.
  • Hent ar groaz, en iliz, zo anezhañ kroazioù koad ouzh ar mogerioù, gant frazennoù brezhonek war pep hini. Pa vint peurvrein ne chomo roud brezhonek ebet ken en iliz.
  • Ur pennad gallek diwar zorn Gabriel Lefebvre, person Runan, a zo e pajenn VII Pipi Gonto (1908).
  • Iliz Runan a vije bet savet en ul lec'h dediet d'an doue Belenos(Daveoù a vank). (Gwelout kaozeadenn war an anv a-us). Michel Lascaux a gas dimp da c'houzout diwar mojenn Derv Teutates, e dri c'hef e kreiz ur c'hrugell-vein, gouestlet gant an drouized, e lech m'emañ an iliz. Ma n'eo ket dibosubl an dra se, dav e vije digas menegioù pe prouennoù bennak. Mes, war-bouez bezañ martezeadennoù, n'ez eus roud ebet diouzh an traoù-se betek-henn, nag evit un doue pe "templ" keltiek, na roman pe galian ha roman. O vezañ Runan an uhelder ar vro, un dorgenn, e oa evel-se ur spisverk evit an hentoù kozh. Dre ma oa ur c'hroazhent, posubl eo e vefe bet un aoter bihan gouestlet d'un doue pe un doueez bennak (evel Carmenta, da skouer). Anvioù seurt se a zo dija er vro, evel Berc'hed, en tu all d'ar Yeodi, war hent Ar Roc'h-Derrien da Garaez.
  • Runan a oa un drev eus Ploueg. Chapel Itron-Varia a zo degouezhet "tref ou fillete" Ploueg adalek 1439, ha chomet betek an Dispac'h.
  • Bet e vije Sant Visant Ferrer, ar beleg katalan, o prezeg er gador vaen a zo e korn ar vered. Ur chapel da Sant Visant zo etre Runan ha Prad.
  • Kumun Runan a zo bet savet e penn kentañ 1790.
  • 23 gwaz a gollas o buhez abalamour d'ar brezel[4], da lavaret eo 4,86% eus ar boblañs hervez an niveradeg bet graet e 1911[4].
  • Eugène Jugon, prizoniet en Emgann Rossignol e Belgia e miz Eost 1914.
  • Seizh den a varvas abalamour d'ar brezel[4].

Staget ha distaget

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dre skrid-embann ar prefed, 02 Meurzh 1973, Runan a zo staget ouzh Pleuzal adalek ar In Ebrel 1973. Met, dre skrid-embann 18 Mezheven 1986, an div gumun a zo distaget adalek ar Iañ a viz Gwengolo 1986.
  • E miz Eost 2009 e oa bet ur pennad en Ouest-France skrivet gant ar barzh gallek Yvon Le Men ma rae anv eus chapel Runan (Titl ar pennad : "J'entends Mozart dans la chapelle de Runan"). Displijet bras e oa bet tud ar barrez, a lavar "iliz" a-viskoazh.

Monumantoù ha traoù heverk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Ar chapel Itron-Varia, iliz ar barrez hiziv, zo ur savadur brav eus fin ar XVvet kantved[5].
  • An iliz (dibenn ar XIVvet, deroù ar XVvet) zo bet rummet d'an 19 a viz Kerzu 1907. Ar c'halvar (dibenn ar XVvet) zo bet rummet d'ar 4 a viz Kerzu 1951. Moger ar vered zo bet rummet d'ar 6 a viz Meurzh 1925.
Diavez
Diabarzh
  • Kroazioù koad zo ouzh ar voger en-dro d'an iliz, d'ober hent ar groaz, ha brezhoneg warne.

Chapel Sant Visant

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bet diskaret. Ar vein zo aet da adfichañ maner Kergoniou, e Prad.

Kastell Leztrezeg

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Dibenn ar XVIvet, deroù ar XVvet. Rummet d'ar 7 a viz Genver 1944.

Maner Kerigomar / Kergouac'h

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Plasenn ar bourk

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Bet rummet d'ar 14 a viz Genver 1944.

Monumant ar Re Varv

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Monumant ar re varv e Leurgêr an Demplourien, luc’hskeudenn[6].
  • Bannieloù ar re varv (1914-1918 ha 1939-1945) en iliz katolik[7].

Emdroadur ar boblañs abaoe 1962

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Niver a annezidi

Melestradurezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Maered Runan, adalek 1790 : Le Roux ; F. Pasquiou ; Le Berre ; L. Pasquiou ; P. Le Berre ; Le Borgne ; Coualan ; Y. Pasquiou ; G. Le Gac ; J. Le Gac ; Coz, (~1860).

  • Hir ha moan / Evel iliz Runan.
  • Paotred Runan / Muioc'h a voged eget a dan.
  • Runan, 'lec'h ma'c'h a daou vras d'ober un' bihan. Kemend-all a vez lavaret diwar-benn Pleuvihan ivez.

Levrioù talvoudus

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • (fr)Jean Rigaud : Géographie historique des Côtes-du-Nord. Imp. Francisque Guyon. Saint-Brieuc. 1890
  • (fr)Michel Lascaux : Runan, l'église des Chevaliers de Malte. Pays d'accueil du Trégor / Bro Dreger, 1987
  • (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  • (br)Erwan Vallerie : Diazezoù studi istorel an anvioù-parrez. Corpus. An Here. 1995

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. Roadennoù ofisiel e lec'hienn an EBSSA
  2. 2,0 ha2,1 Bernard Tanguy : Dictionnaire des noms de communes, trèves et paroisses des Côtes d'Armor. Origine et signification. ArMen - Le Chasse-Marée. 1992
  3. (fr)Régis de Saint-Jouan : Dictionnaire des communes du département des Côtes d'Armor. Éléments d'histoire et d'archéologie. Conseil Général des Côtes d'Armor 1990
  4. 4,0 4,1 ha4,2 (fr)Monumant ar re varv
  5. (fr)Rigaud, p. 317.
  6. (fr)Memorial Genweb
  7. (fr)Memorial Genweb