Río Negro (Patagonia)


Ar Río Negro, etre Viedma ha Carmen de Patagones
Kartenn eus norzh Patagonia, gant red ar stêrioù

Ar Río Negro (stêr zu e spagnoleg) zo ur stêr vras en Arc'hantina he deus roet hec'h anv da broviñs Río Negro. E mapudungun e reer Curu Leuvu anezhi.

Dont a ra ar Río Negro eus kember div stêr all, al Lemay hag an Neuquén, en em gav asambles e-kichen kêr Neuquén. Redek a ra dre broviñs Neuquén da gentañ, hag e proviñs Río Negro goude-se. 635 km eo hed ar Río Negro hag en em deurel a ra er Meurvor Atlantel e-kichen kêr Viedma.
En he lodenn izelañ e talvez ar stêr da verkañ ar vevenn etre proviñs Río Negro ha proviñs Buenos Aires.

Pa vez lakaet a-gevret ar stêrioù Neuquén ha Negro e taper un hed a 1 066 km en holl eus an eien betek ar mor. Kenstur pe dost gant an Neuquén-Negro emañ ar Río Colorado, a zo o redek etre 50 ha 100 km en norzh dezho.