Rømø (Röm en alamaneg, Rem e frizeg an hanternoz) zo un enezenn en arvor Danmark. An hini bellañ en hanternoz eo e-touez an inizi annezet en enezeg Friz an Hanternoz. Emañ dirak aod ledenez Jutland, etre Sylt ha Mandø. En em astenn a ra war ur gorread a 130 km2 hag enni e vev 680 a annezidi. E-keñver melestradur emañ e kumun Tønder.
Stag eo ouzh an douar-bras dre ur chaoser 9 km hed. Listri a vez ivez etre Havneby, ur geriadenn eus an enezenn, hag enez Sylt. Evel m'eo c'hoarvezet gant meur a hini all eus inizi Friz, eo bet kemm-digemm ment Rømø a-hed an istor.
Gwechall e veve an enezourien diwar ar pesketaerezh. Bremañ ez eus bet kemeret kalz a blas gant an touristerezh, ha kalz tud a zeu da weladenniñ an enezennig, dedennet gant an traezhennoù ha gant ur mirdi.