SVD "Dragunov" | |
---|---|
Ur fuzuilh SVD Dragunov' | |
Kinnig | |
Bro | URSS |
Doare | Fuzuilh damaotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre amprest-gazoù, piston |
Munision | 7,62 × 54 mm R |
Mare ijinañ | 1958 - 1963 |
Mare produiñ | Abaoe 1963 |
Pouez ha muzulioù (stumm orin) | |
Mas (hep kartouchenn, gant al lunedenn) | 4,30 kg |
Hirder | 1.225 mm |
Hirder ar c'hanol | 620 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn pleustrek | 800 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 830 m/s |
Endalc'h | Karger-fiñv 10 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro-C'hall | B |
An SVD (e rusianeg СВД : Снайперская Винтовка Драгунова, Snayperskaya Vintovka Dragunova, "fuzuilh sniper Dragunov"), anvet boaz Dragunov, zo ur fuzuilh-resisted savet e deroù ar bloavezhioù 1960 en URSS evit an dennerien-resisted hag ar snipers. He gwikefre zo bet diazezet war hini an AK-47, met kalz uheloc'h e oa kalite pezhioù an SVD.[1] Implijet eo bet gant broioù Pakt Varsovia ha gant kalz armeoù pe emsavioù skoazellet gant an URSS da vare ar Brezel Yen, evel ar fuzuilhoù-arsailh AK-47 pe AK-74. Hiziv-an-deiz e vez produet hag implijet c'hoazh, gant arme Rusia da skouer. E Sina e vez produet kopiennoù eus an SVD dindan an anvioù Type 79 ha Type 85, he stumm modernizaet.