Ur sabrenn (sabrennoù pe sabrinier, el liester) zo un arm dir goveliet da skeiñ gant ar beg hag al lemm. Kamm eo al laonenn anezhi, ha n'eus nemet an tu diavaez a zo lemm, pa vez lemm daou du laonenn ar c'hlezeier. Gant un dorn pe an daou e vez skoet, kement-se zo hervez doare ar sabrenn.
Daou droc'h zo d'ar c'hleze, setu eo aesoc'h da c'hoari gantañ, met lemmañ al laonenn a ra dezhi bezañ bresk. Gant un troc'h hepken eo kaletoc'h ar sabrenn, ledanoc'h keil (?) al laonenn anezhi. Un arm eus ar c'hentañ evit ar soudarded war varc'h.