Ur sakreadenn pe ul le-douet, pe ur mallozh, zo ur ger, pe un droienn enni meur a c'her, gros peurvuiañ, a vez implijet da reiñ nerzh d'ar pezh a lavarer, da ziskouez fromoù pe santadurioù kreñv, da verkañ an estlamm. Ur rumm arbennik a estlammadelloù eo ar sakreadennoù.
Brudet eo sakreadennoù ar c'habiten Haddock e levrioù Tintin.
Ar sakreadennoù n'int ket gerioù dister na disliv er c'heriaoueg. Alies e vezont savet diwar gerioù sakr pe berzet, pe e reont anv eus traoù sakr pe berzet. Diskuliañ a reont talvoudoù sakr ur gevredigezh eta, ha kemm a reont hervez ar vro, an amzer, hag an dud. Tennañ a reont peurvuiañ:
d'ar relijion;
d'ar c'horf
d'ar reizh.
Koulskoude ez eus sakreadennoù a denn da draoù all, rak n'eo ket ar re-se a deu gant ar c'habiten Haddock e levrioù Tintin. Kaoz a vez ivez
Darn eus ar sakreadennoù a denn d'ar relijion hag a zo jarneoù. Pa oa an Iliz en he c'hreñvañ er gevredigezh e oa arabat d'ar gristenien ober anv eus Doue, ha da lavarout gerioù ar relijion n'eus porzh pegoulz na penaos. Kement-se a oa diazezet war an eil eus Gourc'hemennoù Doue hervez ar Bibl: Ne gemeri ket anv Doue en aner. Jarneal pe sakreal a oa un doare da enebiñ ouzh galloud an Iliz.
E brezhoneg
Alies e vez distummet gerioù zo ha kuzhet anv Doue da skouer;
e galleg e gerioù evel jarnidieu/jarnibleu, morbleu, palsambleu, pa veze lakaet bleu e-lec'h dieu
e brezhoneg e-barzh nondidie, tripledie.
Kantadoù a sakreadennoù zo bet savet evel-se, dre zistummañ, meskañ, berraat gerioù sakr.
E Kebek e vezed troet da gomz eus traoù sakr an oferenn (ciboire, tabernacle) un tamm evel e Spagn (hostia) ma plije ivez da lod meskañ kaoc'h ha relijion (Me cago en Dios)
En esperanteg e vez sakreet ivez diwar-benn an holl relijionoù, ha diwar-benn Zamenhof zoken!
Anv a vez a-wechoù eus lodennoù « mezhus » ar c'horf. Ret eo lavarout ne vezont ket dispaket e brezhoneg kement hag e yezhoù all, hag alies ne vez kaoz nemet eus revr. Memes tra evit an traoù kuzh a vez graet gant ar c'horf : ma vez kaoz eus kaoc'h aes a-walc'h ne glever ker anv eus staot na foutr (na sper) e brezhoneg.
A-hervez eo ar rusegerien a vourr gant ar c'haoc'h ha tachenn ar skatologiezh, hon hêrezh digant ar marmouzien meur a « staot » hag a « gac'h » da ziskouez dismegañs d'ar re all.
Reizelezh ha benvegoù reizhel zo c'hoazh un dachenn all, kement a c'herioù hag a sakreadennoù zo en ur bern yezhoù da gomz pe eus ar c'horf pe eus un ober (difennet pe degemeret fall gant an Iliz). Diwar-se e weler eo paour ar brezhoneg e-skoaz yezhoù all.
A-wechoù e vez kemmesk etre sakreadenn ha kunujenn abalamour d'ar gerioù pe d'an doare ma vezont taolet. Koulskoude n'eo ket troet ar sakreadenn ouzh den ebet, pa'z eo mennet ar gunujenn d'ober droug d'unan all. Etre estlammadenn ha kunujenn emañ ar sakreadenn eta.
Daoust ha sakreal eo komz eus traoù ha n'int ket sakr? Tud zo a ra ar c'hemm etre ar sakreadenn, a ra anv eus traoù sakr, relijion peurvuiañ (Doue, Jezuz), hag ul le-douet ordinal, pa ne reer anv nemet eus traoù pell a-walc'h eus ar relijion (kaoc'h, kurun, chipotolenn, dienn)
Hiziv p'eo degemeret fall ar ouennelouriezh ez eo unan eus ar berzadennoù kevredigezhel a blij da lod terriñ, ha deuet ez eus e galleg sakreadennoù diwar-benn gouenn an dud ha ne oa ket anezho gwechall. Barnet ez eus bet zoken e Bro-C'hall ne oa ket gouennelouriezh ober meneg eus ar ger «race» (gouenn) en ur sakreadenn.
Dre vras e vez taolet sakreadennoù da zisammañ an den. Diskouez a ra ur from kreñv, konnar pe levenez, souezh pe treflamm.
Neuze n'eo ket ar gerioù nag o ster a vern, ha n'eus forzh pehini a c'hall bezañ disac'het: mar deo eus an degouezh e teu ar sakreadenn n'eus liamm ebet etre an degouezh hag ar ger dibabet.
Gant ar sakreadenn e vez roet muioc'h a bouez hag a nerzh d'ar gomz. Kreñvoc'h eo « Petra an diaoul? » eget Petra, ha « Pelec'h ar c'hast? » eget Pelec'h.
Brudet eo ar baotred da sakreal muioc'h eget ar merc'hed, e brezhoneg bepred. Er gevredigezh ma veze troet ar merc'hed da vont muioc'h d'an iliz, pe ma vezent savet e skolioù seurezed n'eo ket ur souezh. N'eo ket heñvel an traoù en holl sevenadurioù avat.
[...] a-drugarez d'an Dartared, bet gwechall marc'homerien Rusia a-bezh, n'eus yezh ebet, nemet marteze an arabeg, ken pinvidik hag ar rusianeg evit ar pezh a sell ouzh an dismegañsoù hag an hudurañ mallozhioù.Jarl Priel, Amañ hag ahont, Al Liamm, 1957, p. 93.