Saoron (skrivet Sauron e saozneg hag e galleg) eo anv an enebour pennañ[1] e skridoù Tolkien a zanevell istor Douar ar C'hreiz. Reiñ a ra e lesanv da romant brudetañ Tolkien : Aotrou ar Gwalennoù.
En deroù e oa ur Maia breinet gant Morgoth. The Silmarillion a zeskriv anezhañ e-giz e bennletanant. Tec'het a ra kounnar ar Valar goude diskar e vestr.
War-dro 500 vloaz goude deroù an Eil oadvezh e voe anv eus Saoron adarre[T 1]. Fellout a rae dezhañ ren war holl Zouar ar C'hreiz evel ur roue-doue[T 2][T 3][T 4][T 5]. Evit desev an Elfed hag o lakaat da servijañ anezhañ, Sauron a gemeras neuz hegarat Annatar, (da lâret eo : "Aotrou an donezonoù")[T 6], a zeuas da vezañ mignon govion elf Eregion, renet gant Celebrimbor, hag o c'huzulias en arzoù hag en hudouriezh. Gant skoazell Saoron e c'hovelias an Elfed gwalennoù a c'halloud. Goveliañ a reas neuze e kuzh ar Walenn Nemeti, da gontrollañ holl ar gwalennoù all hag o dougerien, e menez-tan Menez an tonkad e Mordor[T 3].
E fin an Eil oadvezh, Ar-Pharazôn, roue Númenor, a gasas un arme c'halloudus Da Zouar ar C'hreiz. Saoron a godianas da c'hellout breinañ Númenor eus an diabarzh[T 7][T 8]. Gant ar Walenn Nemeti e teuas a-benn da c'hounit ha da vreinañ an Númenóreaned[T 7]. Implijout a reas e levezon da ziskar relijion Númenor, ha da lakaat an dud da azeuliñ Melkor [T 8][T 9]. Sauron a gendrec'has zoken Ar-Pharazôn da dagañ Aman da laerezh an divarvelezh digant ar Valar[T 8][T 3]. Eru a zistrujas o armeoù hag a lakaas Númenor da ouelediñ[T 7].
Renet gant Elendil, nav bagad Númenóreaned feal d'ar Valar a oa savetaet eus an dour-beuz. Sevel a rejont rouantelezhioù Gondor hag Arnor. Saoron a zistroas e Mordor ma klaskas astenn e rouantelezh adarre. Isildur hag Anárion a gevredas hag a faezhas Saoron e Dagorlad. Hag int ha aloubiñ Mordor ha lakaat seziz war Barad-dûr e-pad seizh vloaz. A-benn ar fin e teuas Saoron er-maez d'en em gannañ gant Elendil ha Gil-galad tal-ouzh-tal[T 3]. Pa gouezhas Elendil e torras e gleze Narsil. Gant un tamm eus Narsil e troc'has Isildur ar Walenn Nemeti diwar dorn Saoron, ar pezh a zistrujas anezhañ evit bloavezhioù. Elrond ha Círdan, letananted Gil-galad a alias Isildur da zistrujañ ar Walenn e lava Menez an Tonkad, ar pezh en dije harluet Saoron diouzh ar bed da viken, met nac'hañ a reas hag he mirout evitañ[T 6]. Nebeut goude e oa lazhet gant Orked hag e oa kollet ar Walenn e-pad kantvedoù.
Saoron a guzhas e Mirkwood goude e zistro, e kreñvlec'h Dol Guldur[T 10]. Anv zo eus e zrougoberoù e romant all Tolkien, An Hobbit. Argaset eus Mirkwood gant ar C'huzul gwenn ez eas da ren e Mordor adarre. Da vare istor Aotrou ar Gwalennoù en deus c'hoant atav da vestrañ holl vroioù Douar ar C'hreiz. Klask a ra adkavout ar Walenn Nemeti, goveliet gantañ, evit adkavout holl e c'halloud, gant skoazell e vevelien feal ha spouronus, an Nazgûl.
Sauron a vez gwelet alies er filmoù evel ul lagad bras evel pa ne vije korf ebet dezhañ.
Tolkien, daoust ma nac'he e c'halle bezañ eus an holl zroug, a zisklêrie e teue Saoron ken tost ha ma oa posubl d'an dra-se. Keñveriet eo bet gant lod ouzh ar c'hont Drakula e romant Bram Stoker, Dracula, hag ouzh Balor er vitologiezh keltek.
|