Ar Saurischia (eus an henc'hresianeg sauros « stlejvil» hag ischia « askorn al lestr »), zo unan eus an div urzhiad vras a ya d'ober kladenn an dinosaored. Diwan a rejont en Triaseg uhel war-dro 230 milion vloaz zo ha mont da get hogos penn-da-benn da vare Enkadenn an Triaseg-Juraseg a verk diwezh ar Mezozoeg, 65,5 milion vloaz zo. An evned hepken, anezhe diskennidi eus Saurischia bihan eus ar Juraseg kreiz, a chomas bev. Ar Saurischia, unan eus ar strolladoù mellkeineged zo ar muiañ liesseurt o morfologiezh, o deus trevadennet buan an holl gevandirioù kerkent ha deroù ar Juraseg hag e kaver anezhe eno c'hoazh hiziv an deiz gant an evned[1].