Sauveterre zo un anv-lec'h gallek hag a gaver e mervent Bro-C'hall.
Dont a ra an anv Sauveterre eus an anv okitanek Sauvatèrra, da lavarout eo lec'h-savete, roet da veur a lec'h entre an XIvet ha XIIvet kantved. Al lec'hioù-savete-se (sauvetat pe salvetat en okitaneg) a oa lec'hioù repuiñ e-kichen ilizoù, bevennet gant mein-bonn, ma n'halled ket tapout ar repuidi.