Savage Model 1907

Savage Model 1907
Skeudenn ar pennad Savage Model 1907

Ur bistolenn Savage Model 1907
Kinnig
Bro Banniel Stadoù-Unanet Amerika Stadoù-Unanet Amerika
Doare Pistolenn damaotomatek, un-ober
Mont en-dro Tennata dre argil berr
Munisionoù .32 ACP
.380 ACP
.45 ACP (stumm amprouiñ evit an US Army)
Produer Savage Arms
Mare produiñ 1907–1928
Pouez ha muzulioù
Mas (hep kartouchenn) 0,540 kg
Hirder 168 mm
Hirder ar c'hanol 96 mm
Perzhioù all
Tizh mont e-maez ar boledoù 244 m/s (.32 ACP)
Endalc'h Karger fiñv 10 kartouchenn (e .32 ACP)
Karger fiñv 9 c'hartouchenn (e .380 ACP)
Karger fiñv 8 kartouchenn (e .45 ACP)
Adstummoù Model 1915
Model 1917
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar Savage Model 1907 zo ur bistolenn damaotomatek bihan produet gant an embregerezh Savage eus 1907 betek 1928. Soñjet e oa bet evit an arme stadunanat da gentañ, met servijout a reas en arme c'hall e-pad ar Brezel-bed Kentañ dreist-holl, ha gwerzhet e voe kalz a skouerennoù anezhe war ar marc'had sivil.

Pimpatrom evit an arme

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E 1905 ec'h embannas an U.S. Army e c'hoant da gaout un arm-dorn standart nevez kambret e .45 ACP. Evit respont d'o galv e kinnigas an embregerezh Savage ur bistolenn ijinet gant ar major Elbert H. Searle, dezhi ur c'harger 8 kartouchenn e endalc'h hag ur blatinenn un-ober. Mont a rae en-dro gant ur sistem argil berr daleet[1] hag ur c'hanol hag a droe eus 5° evit morailhañ ar gulasenn[2]. En eil plas en em gavas pistolenn Savage en amprouennoù, a-dreñv d'ar Colt M1911, ha ne voe ket choazet evit an arme neuze. Ar 195 skouerenn e .45 ACP amprouet en arme a voe kaset da Savage en-dro ha gwerzhet. Pezhioù-dastumadeg priziet int hiziv-an-deiz[3].

Pa oa ijinourien 'zo e Savage o labourat war ar bistolenn evit an arme adalek 1905, lod all a labouras war ur stumm heñvel, met kambret e .32 ACP, ur c'halibr poblek d'ar poent-se, hag uheloc'h e endalc'h (10 tenn e-lec'h 8). Un arm skañv ha bihan e oa, ha lakaet e voe en gwerzh adalek 1908. Diwar-neuze ha betek ar Brezel bras e voe ar bistolenn werzhetañ er Stadoù-Unanet, evel arm d'en em zifenn, a-drugarez da arguzennoù ha luganoù hag a roe ton d'he skañvder, d'he ment vihan ha d'he endalc'h, evel "Ma c'hall mamm-gozh dougen anezhi e c'hallez ivez"[4], "Kas a ra an aon da netra"[5] pe an hini implijetañ anezhe, (en)"Ten shots quick" ("Dek tenn prim"). Ur stumm e .380 ACP a voe gwerzhet adalek 1913[2].

Implij er brezel ha stummoù all

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E deroù ar Brezel-bed Kentañ e klaskas an arme c'hall kavout armoù-dorn buan, abalamour e oa re nebeut evit pourveziañ an holl soudarded. Urzhiañ a reas neuze 27.000 pistolenn Model 1907 e .32 ACP digant Savage[3], dezhe kemmoù bihan evel un anell e penn an dornell evit stagañ ul lêrenn, pe ur c'houch difiñv. Arme ar Portugal a brenas 1.200 skouerenn eus ar stumm-mañ ivez[2].

Ur Model 1917

Ur stumm disheñvel, ar Model 1915, a voe gwerzhet adalek 1915, dezhañ kemmoù bihan e-keñver ar sistem surentez. Ne reas ket berzh, ha paouezet e voe e broduiñ e 1917 p'en em gavas Savage Arms e banktorr a-raok bezañ adframmet dindan an anv Savage Arms Corporation. E memes bloaz e voe kinniget ur stumm all eus an arm, ar Model 1917, dezhañ kemmoù all evel ur merker-kargañ. Paouez a reas produiñ ar Model 1907 e 1920, hag hini ar Model 1917 e 1928. War-dro 235.000 skouerenn eus an eil ha 43.000 eus eben a voe produet en holl[2].

Un arm un-ober eo ar Model 1907 hag e stummoù deveret. Ne vez ket lakaet he skoer da vont en-dro dre hanterouriezh ur c'hi bennak, hag an nevezenti a-bouez degaset gant ar Model 1907 e-keñver an armoù-dorn all d'ar poent-se, reoù Colt ha Browning en o zouez, a oa endalc'h ha c'harger aozet e div golonenn[6]. N'eus biñs ebet enni ivez, ha gellet a raer divontañ anezhi hep ostilh ebet[2]. Kudennoù surentez[7] ha gwander e galibr a verzas an arm da vezañ implijet muioc'h gant armeoù er bed.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (fr) Savage modèle 1907, Arme et Passion (lennet d'an 11/01/2025)
  2. 2,0 2,1 2,2 2,3 ha2,4 (en) SCARLATA Paul, Savage Model 1907 Automatic Pistol, Shooting Times, 03/01/2011 (lennet d'an 10/01/2025)
  3. 3,0 ha3,1 (en) HUNTINGTON Roy, The Delightful Savage 1907, Guns Magazine, 2022 (lennet d'an 11/01/2025)
  4. "If grandma could handle it, so can you!"
  5. "It banishes fear!"
  6. (en) JARDIM Frank, The Savage Model 1907 Pistol: Eating Colt’s Lunch, American Handgunner, 2022 (lennet d'an 11/01/2025)
  7. (fr) McNAB Chris, Armes à feu Encyclopédie visuelle, L'Imprévu, 2022, p. 75


  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan