Schwimmwagen

Ofiserien en ur Schwimmwagen en Bro-C'hall

Ar Volkswagen Schwimmwagen pe VW 166 Schwimmwagen a oa un oto sevenet gant an ijinour Porsche. Un oto dour ha douar e oa savet adal diaz ar Volkswagen Käfer.

Arabat ez eo kemmekañ ar Schwimmwagen gant ar Volkswagen Kübelwagen.

E norzh ar Frañs ur Schwimmwagen prest da vont etrezek an dour

Istor ar Schwimmwagen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar Schwimmwagen a zo bet produet 14 625 anezho e-kerzh an Eil Brezel-bed. Implijet ez eus bet darn anezho war Talbenn ar Reter, ul lodennig gant an Afrika Korps en Afrika an norzh ha nebeut-tre en Yougoslavia.

Tro-dro d'ar Schwimmwagen

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Savet ez eo bet dreist-holl ar Schwimmwagen gant prizonidi-brezel dre ma vanke paotred en Alamagn bet kaset da soudard. Tammoù an oto a oa skoulmet kenetrezo dre soudadur evit ma c'hellfe mont etrezek an dour hep mont d'ar strad. Lod a oa bet soudet fall aratoz gant ar brizonidi evit ma vefent diefedus ur wech erruet war an tachenn emgann.
  • An tu a zo d'e sturiañ er c'hoari Gran Turismo 6.