Ar Schwingen (ger alamanek) zo un doare gouren eus Suis, anavezet gant gallegerien ar vro-se evel lutte suisse ("gouren suisat"). El lodenn alamanek eus Suis e vez pleustret dreist-holl. Gant ar c’hourenerien e vez gwisket bragoù dalc’het gant gourizoù a dalvez dezho da dapout krog an eil en egile. An hini kentañ eus an daou emganner a zeu a-benn da ziskar an hini all ha da lakaat e zivskoaz da stekiñ ouzh al leur eo a c’hounez.
Ur sport broadel eo ar Schwingen e Suis, e-mesk sportoù hengounel all evel an Hornussen hag ar Steinstossen (bannañ ar maen).
Kozh-mat eo gwriziennoù ar Schwingen e Suis, ken kozh ha re ar gouren breizhek. En XIXvet kantved e voe lakaet ar reolennoù evel m’emaint bremañ.
Betek nevez zo ne veze pleustret ar Schwingen nemet gant ar baotred. Abaoe 1992 ez eus un aozadur evit ar merc’hed ivez, anvet « Frauenschwingverband ».