Ar scout rifle (karabinenn sklêrijenner) zo ur meizad arm-tan ijinet e penn-kentañ ar bloavezhioù 1980 gant ar StadunanadJeff Cooper (1920-2006). E bal e oa kaout un arm-skoaz liezimplij evit ar chase hag an dreistbevañ en un endro gant redioù kreñv.
E 1983 ha 1984 e voe aozet emgavioù anvet Scout Rifle Conference er stand tennañ ha kreizenn-bleustriñ Gunsite Training Center (Arizona), perc'hennet gant Jeff Cooper, bet letanant-koronal er Marines ha kelenner tennañ. Pal an emgavioù e oa termeniñ tresoù armoù-skoaz an dazont, o tennañ splet eus araokadennoù ar mare war dachenn an danvezioù hag ar binvioù optik, hag en ur glask sevel ur garabinenn liezimplij evit un den e-unan o chaseal pe o treistbevañ en un endro diaes.[1]
Diwar an emgavioù e teuas perzhioù nesañ a ranke bezañ reoù ur scout rifle :[2]
ur gulasenn-vorailh, a zo peurliesañ fiziaploc'h evit ur gulasenn damaotomatek. Hervez Cooper ne zegase netra ur sistem damaotomatek d'ar chaseourien pa oa ret dezhe tizhout o sibl en tenn kentañ.
ur pouez izeloc'h evit 7 lur (war-dro 3,1 kg) en holl, evit gellet dougen an arm e-pad pell ha war tachennoù diaes ;
ur c'halibr boutin, aes da gavout ha galloudus a-walc'h evit lazhañ ul loen betek 1000 lur a bouez (war-dro 450 kg) en un tenn. An .308 Winchester a voe dibabet gant Cooper, o vezañ ma oa kalibr standart kalz armoù eus an AFNA d'ar poent-se.
ur resisted mat a-walc'h evit gellet tennañ tri boled e 10 cm da 200 metr.[3]
ul lunedenn aes da zivontañ ha tost da veg ar c'hanol evit chom hep jeniñ an adkargañ gant ar vorailh. Ur c'houch a ranker kaout war an arm betegoût e vefe torret al lunedenn.
un arm (39 meutad d'ar muiañ, war-dro 990 mm) hag ur c'hanol (19 meutad d'ar muiañ, war-dro 48 mm) berr a-walc'h evit gellet dornata anezhañ aes.
Diazezet e oa pimpatromoù kentañ Jeff Cooper war ar Remington 600.[1] Hiziv an deiz e kaver un nebeud karabinennoù savet diwar meizad ar scout rifle. Produet e vezont gant embregerezhioù amerikan evit ar braz anezho :[2]