Ar Segusiavi (Σεγοσιανοί pe Σεγουσιανοί en henc’hresianeg, Segusiavi e latin) a oa ur bobl c'halian diazezet er c’hornôg da Lugdunum (Lyon bremañ), war un dachenn a zo aet d’ober departamantoù Loire ha Rhône.
N’anavezer ket mat harzoù ar vro annezet ganto, dreist-holl en hanternoz, met diwar ar pezh a lenner e skridoù Julius Caesar hag an douaroniour Klaudios Ptolemaios e c’haller lavaret e oant war harzoù ar Provincia roman, gant ar pobloù-mañ en-dro dezho : Aedui en hanternoz, Ambarri er biz, Allobroges er reter, Vellavi er c’hreisteiz hag Arverni er c’hornôg. Goude aloubadeg ar Romaned e oa o c’hêr-benn e Forum Segusianorum (kêr Feurs bremañ)[1].
Julius Caesar, e-barzh De Bello Gallico, a ra anv eus ar Segusiavi evel ar bobl gentañ a oa bet kavet gantañ p’en doa kuitaet bro an Allobroged[2].
E 52 a-raok J.K. e voent galvet gant Verkingetorix da sevel un arme, asambles gant an Aedui, da dagañ an Allobroges hag a oa savet a-du gant ar Romaned[3]. Goude se e voent galvet ivez da gas soudarded da sikour Verkingetorix e seziz Alesia. Met e-keit-se e c’halle Julius Caesar treuziñ o bro gant e armeoù hep diaester ebet. War a seblant n’o devoe ket darempred fall gant ar Romaned : goude an aloubadeg ne voe mui emgann ebet, na gant an eil tu na gant egile.