Sekstant

Ur c'hwedant
Penaos gober gantañ

Sekstant[1], c'hwedant[2], c'hwec'hvedenn-gelc'h[3], c'hwec'hvedell[4] a reer eus un ardivink da vuzuliañ kornioù a implijer evit jediñ lec'hiadurioù ar bigi hag an aerlistri (nebeutoc'h bremañ).

Eus al latin sextans "c'hwec'hvedenn" e teu an anv, pa ne c'hall ket an ardivink bout digoroc'h eget 1/6 eus ur c'helc'h (60°).

Ijinet eo bet war-dro ar bloaz 1730 koulz gant ar matematikour saoz John Hadley (1682-1744) e Londrez ha gant ar gweraer ha steredoniour stadunanat Thomas Godfrey (1704-1749) e Pennsylvania.

Isaac Newton en doa deskrivet ar patrom en e notennoù adkavet da-c'houde.

Da gentañ-holl e voe implijet an ardivink evit jediñ en un taol ar c'hogn etre saviadurioù daou gorf-egor (steredenn pe blanedenn) kent dezastum lec'hiadur ar vag m'emañ an oberataer. Pa verdeer war-dro an aodoù e c'hell bezañ implijet evit pennañ d'an hent diwar bukañ ar merkoù. Posubl eo lakaat an ardivink pe a-serzh pe a-blaen. Ne c'hell mui ar muzulioù bezañ strafuilhet gant fiñvadennoù ar vag evel ma c'hoarveze pa veze implijet astralaboù.

Ne c'hall ket barrennoù an ardivink ober ur c'hogn digoroc'h eget 60°, met daou velezour bihan a zaougement ar c'hogn a zo bet muzuliet (120° d'ar muiañ).

Daou ardivink a voe a-raok ar sekstant : ar c'hard-kelc'h (90°) hag an oktant (45°), daougementet o barregezhioù evel hini ar sekstant.

Implijet e vez koulz evit ar merdeerezh hag evit an aernijerezh. Bezañs an ardivink-se a chom ret e bourzh a listri-kenwerzh, petra bennak ma vez dilezet a-feur ma kresk implij an douarlec'hiadur dre loarell

Levrlennadur

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  • Daumas, Maurice. Les instruments scientifiques aux XVIIe et XVIIIe siècles. Paris : Presses Universitaires de France, 1953 — Paris : Éditions Jacques Gabay, 2003 (ISBN 978-2-87647-222-8)

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]