Senador Guiomard

Senador Guyomard, ur gumun en un anv damvrezhonek, e stad Acre e Brazil

Senador Guiomard zo ur gumun e gevred stad Acre e Brazil. En hanternoz dezhi emañ stad Amazonas, er c'hreisteiz hag er c'huzh-heol kumun Rio Branco, er sav-heol Plácido de Castro, er biz kumun Acrelândia.

Dont a ra anv ar gumun eus hini José Guiomard dos Santos, ar senedour a savas al lezenn nº 4.070, eus ar 15 a viz Mezheven 1962, hag a reas eus douaroù Acre ur stad.
Hervez ar skritur e c'hallfe an anv Guiomard bezañ stumm gwenedek an anv brezhonek Gwiomarc'h, a vez skrivet Guyomard ivez. Krediñ a c'haller eo un anv breizhek eta.
Koulskoude e c'hallfe dont eus an anv portugalek Guiomar, a vez skrivet hep "d", hag a zo un anv-plac'h.


20.505 annezad zo en ur gorread a 2.047 km² (10,01 den/km²).

Ur c'hleub mell-droad zo, anvet Associação Desportiva Senador Guiomard.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]