Ar seregenn-vras a vez graet eus al louzoù eus ar genad Arctium hag a ro frouezh evel bouloù hag a beg ouzh an dilhad.
Inulin zo e-barzh ar seregenn-vras ha se zo mat ouzh ar boan er poull-kalon. Ret eo berviñ dour, lakaat ar frouezh e-barzh, leuskel da virviñ pemp munut, lazhañ an tan ha leuskel da glouarañ. Silañ hag evañ. Ar re a gar a lakay sukr pe mel.
Debriñ ar gwrizioù zo mat ouzh kleñvedoù ar c'hroc'hen: eksema, akne, hesked, gorioù, psoriaziz.
Lavaret e vez eo diwar welout frouezh ar seregenn-vras o pegañ ouzh an dilhad eo bet ijinet ar Velcro.