Sevenadur ar bobl

Krogit e-barzh !
Un danvez pennad eo ar pennad-mañ ha labour zo d'ober c'hoazh a-raok e beurechuiñ.
Gallout a rit skoazellañ Wikipedia dre glokaat anezhañ
Koublad talabarder ha biniaouer

Daou ster zo d'al lavarenn sevenadur ar bobl. Diouzh an eil tu emañ sevenadur pobl ar gouerien ha pouezus-kenañ e chom an obererezhioù sevenadurel a zo bet legadet d'ar Vrezhoned gant o gourdadoù ; diouzh an tu all, deuet eo Breizh (hag holl vroioù Kornôg Europa) da vezañ ur gevredigezh levezonet-don gant gizioù ar c'hêrioù.
Setu perak ez eo reishoc'h lakaat "sevenadur ar bobl" e-keñver ar saozneg popular culture, petra bennak ma'z eo disheñvel ster ar ger saoznek culture.
E-giz-se e c'heller renkañ an dañsoù breizhat, ar sonerezh breizhat ha sportoù hengounel Breizh evel ul lodenn eus sevenadur ar bobl e Breizh.

Sevenadur ar bobl a c'hall bezañ meizet evel ar saozneg folklore[1], da lâret eo sevenadur hengounel ur strollad tud. An dra-se a c'hallo bezañ hengounioù, kanaouennoù, kontadennoù, kredennoù, troioù-lavar. Ar folklore a gustume bezañ kaset a zen da zen dre gomz, mes en amzer-vremañ ez eus bet klasket mirout dre skrid ar sevenadur dre gomz eus meur a vro.


  1. Diwar ar saozneg folk, "pobl" ha lore, "gouiziegezh"