Seán Ó Ríordáin (3 a viz Kerzu 1916 – 21 a viz C’hwevrer 1977) zo unan eus barzhed iwerzhonek brudetañ an XXvet kantved. Ganet e voe e Baile Bhuirne, e gouezelegva Kontelezh Korkig (Corcaigh) e 1917, hag eno e tremenas e vugaleaj. Goude-se ez eas da Gorkig evit e studioù ha tremen a reas ar braz eus e vuhez er gêr-se. E zastumad barzhonegoù kentañ e voe Eireaball Spideoige, e 1952. Ur barzh kristen e oa Ó Ríordáin. Gwall glañv e voe a-hed e vuhez ha kalzik en deus skrivet diwar-benn ar vuhez hag ar marv.
E-pad bloavezhioù ivez e skrivas pennadoù er gazetenn Irish Times. Embannet int bet e-barzh Cá bhFuil Éire? Guth an Ghaisce i bPrós Sheáin Uí Ríordáin, gant Stiofán Ó Cadhla (Dulenn, 1998).