Shamoji (japaneg : 杓文字, pe shakushi, 杓子) a vez graet eus spanelloù japanat plat pe kleuz implijet da servijout riz. Savet e vez diwar goad (bambouz peurliesañ) pe diwar blastik. Ral eo e vefent savet diwar dir.
Garanoù kroaziet a zo war gorre ar re blastik, evit ma ne chomfe ket peg ar riz outo. Se zo kaoz e ranker splujañ ar shakushi koad en dour ivez.