Shane Williams a zo ur rugbier kembreat, ganet en Abertawe d'ar 26 a viz C'hwevrer 1977. C'hoarier askeller eo war an dachenn met kroget en deus evel un niverenn nav. C'hoari a ra abaoe 1998 evit an Ospreys, skipailh Castell-nedd hag Abertawe.
Dilennet eo bet Shane Williams da wellañ c'hoarier rugbi a-vicher e 2008 gant ar C'hevread Etrebroadel.