Hervez ar Bibl e voe Shaoul (hebraeg : שאול - Šā’ûl, Sha'ul « C'hoantaet ») kentañ roue Israel war-dro 1030-1010 KJK.
A orin oa eus meuriad Binyamin, mab da Gis[1]. Kejet en dije gant ar profed Shmouel pa pa o klask azenezed dianket hag olevet e vije bet gantañ (1S 9). Kontet e vez ivez e voe tennet d'ar sord e-kerzh ur vodadenn bet galvet gant Shmouel (1S 10, 17-25) pe dibabet gant ar bobl e Gilagal (1S 11, 12-15).
Koll a reas harp Doue (15, 10). E enebiezh hag e warizi ouzh David a oa en e servij, mignon d'e vab Yonatan ha gwaz e verc'h Mikal, a vez kontet e Levrioù Shmouel. Tizhet e voe gant ur c'hleñved spered. Klask a reas lazhañ David meur a wech.
Goulenn a reas digant sorserez En-Dor gervel evitañ spered Shmouel (1S 28, 3-25) Mervel a reas e-kerzh emgann Gelboe gant e dri mab (S1 31).
David a voe roue e e blas.
Gwelet e vez evel ur penngadour dreist-holl. Kriz eo e donkad ha ne gompren ket emzalc'h Doue en e geñver[2].
Ar stumm "Saül" a gaver e troidigezh ar Bibl gant Gwilh ar C'hoad (p. 242).